Amañ emaoc'h :

Keleier

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Ur c’hazino e Gwened | Mat eo da vinistrerezh an Diabarzh

Casino à Vannes

Ofisiel eo : aotreet emañ bet kêr Gwened ha Kevredigezh Breizh evit korvoiñ ar c’hazinoioù (KBKK) da zigoriñ ur c’hazino goude bout bet un eil gwezh dirak bodad ar C’hoarioù d’an 13 a viz Genver paseet.

Rak KBKK an hini eo a oa bet dibabet evel dileuradourez ar stal-c’hoari da zonet e Gwened, e Park ar Mor Bihan. Degemeret e oa bet an diviz-se gant ar c’huzul-kêr d’ar 14 a viz an Azvent 2012.

Un argerzhad strizh-mat

Da gêr douristerezh ha kouronkiñ e oa bet lakaet Gwened gant un dekred ag an 8 a viz Mezheven 2006. Gelliñ a ra enta degemer ur stal-c’hoari (hervez mellad 1.1 a lezenn ar 15 a viz Mezheven 1907 àr ar c’hazinoioù).

E 2011 e oa bet boulc’het an argerzhad evit krouiñ ur c’hazino. E-raok e ranke kêr gober ur studiadenn skogiñ ekonomikel hag a ziskouezehe ec’h eus ur goulenn direspont àr dachenn an c’hoarioù. Fiziet e oa bet ar studiadenn-se er strollad a laz armerzhel (SALA) « Atout France », hag a oa bet krouet diàr atiz ministrerezh an Touristerezh, ha kadarnaet e oa bet ganti an dober hag ar fed e vehe kreñvaet dedenn touristel Gwened hag he zolpad-kêrioù gant ur seurt stal. Ar c’huzul-kêr en doa divizet roiñ lañs d’ar raktres, neuze.

Deiziadoù pennañ ar raktres

  • An 10 a viz C’hwevrer 2012
    A-du e oa savet ar C’huzul-kêr evit ma vehe ur c’hazino e Gwened. Degemeret e oa bet an diviz da voulc’hiñ un argerzhad dileurierezh servij publik (DSP) evit empentiñ, argantiñ, sevel, korvoiñ ha kempenn ar c’hazino. Un DSP eo hollad ar c’hontradoù a vez fiziet dreze mererezh ur servij foran en un dileuradour publik pe brevez gant an dudelezh publik karget anezhañ. Gopr an dileuradour zo liammet dre natur ouzh disoc'h korvoiñ ar servij.

    Miz C’hwevrer ha miz Meurzh 2012
    Argerzhad brudiñ ha lakaat da geveziñ.
  • 16 a viz Ebrel 2012
    Degemer teuliadoù an danvez-dileuraderion. D’an 23 a viz Ebrel e oa bet degemeret pevar danvez-dileuradour gant ar bodad karget ag an DSP : KBKK, Joa, Tranchant ha Barrière. Ur c’haier kargoù a oa bet kaset dezhe.
  • 24 a viz Eost 2012
    Termen evit kas ar c’hinnigoù. Daou a oa bet resevet gant kêr, a-benn ar fin : re KBKK ha Joa.
  • 24 a viz Gwengolo 2012
    Dielfennet an daou ginnig-se gant ar bodad hag en doa o c’havet mat da vout degemeret. Kroget an atropiñ.
  • Miz Du 2012
    Dibab KBKK, hag en doa graet ar c’hinnig gwellañ hervez pemp dezverk : kalite ar c’hinnig teknikel, kalite ar c’hinnig evit korvoiñ ar c’hazino, kalite ar c’hinnig argant, kalite ar c’hinnig a-fet lezenn, kalite ar c’hinnig a-fet termenoù.
  • Miz an Azvent 2012
    Bouezhiadeg ha degemer KBKK evel dileuradourez ar stal da zonet.
  • Miz Gouel-Mikael-miz Kala-Goañv 2013
    Enklask foran.
  • 27 a viz an Azvent 2013
    Roet an aotre sevel evit ar c’hazino da zonet.
  • Miz Gwengolo 2014
    Studiadenn ouzhpenn gant KBKK kaset da vodad ar C’hoarioù.
  • Miz Genver 2015
    Aotre gant ministrerezh an Diabarzh.

Ar c’halander

  • Ar c’hazino da c’hortoz a zlehe digoriñ e zorioù e fin miz Mezheven 2015 el lec’h ma oa sal an Dibad. Er sizhunioù da zonet e krogo al labourioù.
  • Digoridigezh ar c’hazino da vat : penn-kentañ 2017.

Tres ar c’hazino da zonet e Park ar Mor Bihan

Ur sal-c’hoari, ur sal-abadennoù hag ur preti

Un dachenn a 6 400 m² a lakay kêr Gwened e dalc’h an dileuradour, e Park ar Mor Bihan, gant ur feurm melestradurel hirbad a 20 vlez. An dileuradour a savo ur savadur 3 000 m², gant ur sal-c’hoari, ur sal-abadennoù hag ur preti, hag ur parklec’h 170 plas.

Grataat a ra ar gevredigezh aoziñ dek arvest a laz broadel pe etrebroadel bep blez hag abadennoù muzik bep dibenn-sizhun. Ar sal-sonadegoù a c’hello degemer 400 den, ar preti a c’hello servijiñ 300 pred. En holl e vo implijet tost da 80 den.

Petra zo e-barzh ar c’hontrad ?

  • Ar feurm melestradurel hirbad a dalv evit empentiñ, argantiñ ha sevel ar c’hazino hag evit terkiñ an dachenn tro-ha-tro.
  • Ar c’haier kargoù zo evit ar c’horvoiñ hepken : karget e vo an embregerezh a gorvoiñ, en he riskl-hi, razh an obererezhioù kazino (c’hoarioù, abadennoù ha preti).

KBKK he doa kinniget digoriñ ur c’hazino da c’hortoz e sal an Dibad.

Petra a goust da gêr Gwened ?

Netra. Koust al labourioù a savo, moarvat, da 10 165 000 € PTB, diàr-goust an dileuradour. Henhenn a savo hag a gorvoio ar savadur e-pad 20 vlez ha kêr Gwened a zay da vout perc’henn àrnañ goude.

Petra a zegas da gêr ?

  • E-pad 20 vlez e vo dastumet bep blez gant kêr Gwened ar feurm paeet gant an embregerezh dileuradour : 40 000 €.
  • Ur pennwir « kazino » etre 800 000 € hag 1,2 milion a euroioù bep blez a vo dastumet hervez kengreadur ar gevredigezh. En holl e vo paeet tost da 23 milion a euroioù da gêr e-korf 20 vlez ; 1,5 milion anezhe a vo gouestlet d’an aveadurioù sevenadurel ha touristel hag 850 000 € da aveadurioù e Park ar Mor Bihan.
  • A-benn 20 vlez e c’hello Gwened dileuriiñ ar servij foran en-dro gant ur feurm melestradurel hirbad hag ur c’haier kargoù skañvoc’h.

Perzhioù-mat ur c’hazino e Gwened

  • Un dra ouzhpenn a-bouez e vo evit an douristed gant ur stal-c’hoari nevez-flamm, ur sal-abadennoù hag ur preti. Tost da 80 000 pratik a c’hortozer a-benn ar blez kentañ.
  • Desachiñ kendalc’hidi ouzhpenn tra ma tiorro an touristerezh aferioù.
  • Krouiñ 80 implij. Hep kontiñ an implijoù evit sevel ar stal ha kempenn tro-ha-tro dezhi.
  • Diorren ar c’hinnig sevenadurel gant dek arvest a laz broadel hag etrebroadel bep blez.

To top

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.