Amañ emaoc'h :

Keleier

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

RIBOUL KERINOÙ

A-c’houde meur a vlez e rank ar c’harbedoù àr an douar hag ar bagoù lodenniñ Pont Kerinoù etreze. Ar re gentañ evit treuziñ penn kanol ar porzh-bageal. An eil re evit mont d’ar borzhlenn gloz pe mont er-maez anezhi. E gwirionez e vez tro an eil re pe ar re arall da dremen hervez chal-ha-dichal ar mor ha hervez eurioù serriñ pe digoriñ Pont Kerinoù. En dilost-hañv 2015 e vo riboul Kerinoù un diskoulm a-vod evit an holl ha gantañ e vo gallet stankaat liammoù ar rouedad treuzdougen boutin.

Ur chanter tri blezad

Meur a bazenn zo da dizhout kent digoradur ar riboul :

  • A bep seurt alioù hag aotreoù melestradurel a-fet kêraozouriezh hag endro a zo bet rekis deomp endevout evit ar raktres-se
  • 2013 : Diblasiñ ar porzh-kenwerzh, dragiñ ar porzh, krogiñ gant chanter ar riboul
  • Dibenn 2015 : digoradur tremen edan dour Kerinoù

Miret e vo pont fiñv Kerinoù evit an dud àr droad hag àr varc’h-houarn. En amzer-da-zonet ne vo digoret nemet ur wezh pe ziv bemdez, hervez chal-ha-dichal ar mor, evit leuskel ar bagoù da dremen a-pad 4 euriad diouzhtu. E-keit ha ma vo digor ar pont e c’hello an dud àr droad hag àr varc’h-houarn mont gant hent ansaotrus ar riboul evit treuziñ ar ganol. En diavaez ag ar prantadoù-se e c’hellint choaz etre ar riboul hag ar pont.

Ur pavilhon titouriñ

Ul lec’h titouriñ digor d’an holl zo staliet e-pad chanter ar riboul gant ar strollad embregerezhioù en deus karg da empentiñ ha da seveniñ ar raktres.
En alez Loig Karadeg, e-tal ar gar-vor, emañ ar pavilhon titouriñ-se, ennañ panelloù a zispleg ar raktres ha luc’hskeudennoù ag araokadennoù ar chanter. Ar re-se a vo chañchet dre ma emdroio ar chanter.
Ur voest-lizheroù zo evit an implijerion a faot dezhe lâret o soñj àr ar raktres diskouezet.
Digor e vez ar pavilhon tirouriñ e-pad ar sizhun etre 9e vintin ha 5e d’enderv.
Serr e vez d’an dibennoù-sizhun.

To top

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.