Amañ emaoc'h :

Keleier

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Pollenariom-gedour

Àr un tachadig a zo da virva an arvor he deus kempennet kêr Wened ur pollenariom-gedour àr 500 m² hag ul liorzh tematek àr 2000 m².

Petra eo ur pollenariom-gedour ?

Ur benveg nevezus eo ar pollenariom-gedour, e-tailh da roiñ da ouiet, a-hed an amzer, d’an dud allergek ha d’ar vedisinourion, pegoulz e krog ha pegoulz e achu ar pep brasañ ag ar spesadoù allergus a zo er c’hornad da deuler pollen.

Ar pollenariom-gedour zo daou bal dezhañ :

  • Ur benveg a yec’hed foran eo, evit aesaat kemer diarbennoù mezegel a-raok kudennoù yec’hed an dud allergek.
  • Ul liorzh gant ur pal pedagogel eo, ennañ panelloù titouriñ ha kinnig ar plant evit lakaat an holl da gompren gwell petra eo ar c’hudennoù a sav diàr ar pollen é em strewiñ.

Al labour kizidikaat-se a vo graet dreist-holl e-mesk ar re re yaouankañ : gouiet hiroc’h a roio an tu dezhe da ziwall muioc’h pa vez strewet ar pollen.
El liorzh-arsellet-se emañ tolpet ar pep brasañ ag ar plant allergus-bras stank er c’hornad. Kaset eo ar raktres àr-raok gant Kêr Wened, a-barzh ur rouedad pollenariomoù-gedourien ag ar C’hornôg Bras.

Edan bleinerezh Kevredigezh Pollenariomoù-gedourien Frañs emañ ar rouedad-se, enni medisinourion ha servijoù teknikel ar strollegezhioù tiriadel en ur pemzek lec’h bennak a dTarbes da Gemper.

To top

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.