Amañ emaoc'h :
Kêr Gwened a lakay lec’hioù foran etre daouarn tud a vicher àr an ardremez evit kempenn liorzhoù e kêr, adal ar 15 a viz Ebrel betek ar 15 a viz Gwengolo. Pal an dra-se eo sikour da wellaat an endro beviñ, unan a brederioù pennañ gant ar muianiver er c’huzul-kêr.
Meur a bal zo
Kenderc’hel da struzhiñ kreiz-kêr ha da talvoudekaat al lec’hioù foran.
Kinnig chemet gweledvaerion, spluzegerion ha liorzherion ar rannvro.
Krouiñ un darvoud liammet ouzh al liorzherezh da glokaat saloñs Gwened Tu al liorzh, a vo ar blez-mañ d’an 9 ha d’an 10 a viz Mae 2015. Pedet eo enta an dud a vicher àr an ardremez da vonet e darempred gant kêr Gwened evit bout prestet lec’hioù foran da derkiñ.
Choazet eo bet al lec’hioù er c’harter istorel evit kinnig d’an dud ur sell nevez àr lec’hioù arouezius ag ar glad.
Dek lec’h a c’hello bout terket o ardremez
*Ul lec’h ma vo un diskouezadeg ennañ da-geñver ar Festival Luc’hskeudennoù mor, dijabl adal an 18 a viz Mae 2015
Tu a roio an darvoud da grouerion yaouank da vout anavetoc’h ivez.
Darempred : Servij an takadoù glas, 02 97 62 59 00
CITY HALL
Place Maurice Marchais
Tél. : 02 97 01 60 00
Ouverture:
Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.
CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL
7 rue Joseph Le Brix
Tél. : 02 97 01 60 00
Ouverture :
Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.
Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).
Saturday morning, home phone from 9h to 12h.