Amañ emaoc'h :

Keleier

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

DIV VEDIAOUEG NEVEZ

Div vediaoueg kêr nevez a vo digoret a-benn un nebeud mizioù, e Menemeur hag e Beaupré-Tohanig. Lec’hioù foran plijus ha digor a vo ag an div vediaoueg-se, ma vo kinniget servijoù evit an holl evel e mediaouegoù arall Kêr Gwened, nemet e vo pep unan anezhe arbennik àr un dachenn resis : ar vugaligoù e Menemeur, an niverel e Beaupré-Tohanig.

900 m2 ha 755 m2

Mediaoueg nevez Menemeur a gemero lec’h ar vediaoueg karter a zo bremañ. Staliet e vo en diaz ag ar Patio Verde, ar c’hendi nevez savet àr blasenn kreizenn genwerzh ar Weneted. Ar vediaoueg-se, a c’hiz nevez, bras, plijus ha degemerus, a vo 900 m2 a c’horread talvoudus dezhi. E miz Meurzh 2015 e vo digoret. Hini Beaupré-Tohanig, àr sevel e-tal strollad skolioù karter Beaupré-Lalande, a vo 755 m2 a c’horread talvoudus dezhi. E miz Mae 2015 e vo digoret. E-mesk an traoù digustum a vo eno, ul liorzh lenn, mat evit diskuizhiñ, aoziñ abadennoù ha lakaat an implijerien da gejiñ asambl.

Savet hervez meizad al levraouegoù 3e lec’h

An trede lec’h a zo ur meizad kêr, bet ganet er blezadoù 1980 er Stadoù-Unanet. Dishañval eo diouzh al lec’h kentañ (an oaled, an ti) hag an eil (al lec’h labour). An 3e lec’h a zo un tachad daremprediñ, ul lec’h degemerus, digor, toemm ha birvidant, diàr skouer an tavarnioù iwerzhonat, ar marc’hadoù edan an amzer pe ar plasennoù er c’hêriadennoù gwezharall. Ul lec’h a-vod evit terriñ an c’hoant zo da achap diouzh an digenvez ha diouzh hiniennekadur ar fesonioù beviñ a vremañ, ul lec’h ma c’heller gober anaoudegezh gant tud arall, diviziñ, bout asambl ha bout en e vleud gante, ne vern an oad, ar reizh pe ar rummad sokial.
Ar meizad-se a zo bet lakaet e pleustr evit ar mediaouegoù, a oa bev-mat dija er Stadoù-Unanet, er Rouantelezh-Unanet hag e Norzh Europa (Izelvroioù, Sveden, Danmark…) ha krogiñ a ra da vout anavet e Frañs. Hervez patrom an trede lec’h emañ savet raktres an div vediaoueg edan bout digoret e Menemeur ha Beaupré-Tohanig. Evezh bras zo bet taolet ouzh kalite an degemer hag ar servijoù, kement hag ouzh braventez ar savadur ha muioc’h c’hoazh ouzh an terkadurioù diabarzh, evit ar feson da ranniñ al lec’h, ar gloestraj, ar c’hinkladur, an dizagn hag an aezamant. Ar soñj a zo lakaat ar mediaouegoù mod nevez-se da vout lec’hioù da dreuzkas ar sevenadur kenkoulz evel lec’hioù da “veviñ mat asambl” ma c’heller lenn, selaou sonerezh, seurfiñ dre Internet, studiiñ, gober enklaskoù, mes ivez divizout gant tud arall, eviñ un tasad kafe, bourriñ ag abadennoù a bep seurt, deverriñ ha bout en e vleud ha tra ken. An terkadurioù diabarzh ha diavaez a rank kouchiñ ouzh an c’hoant-se a zo da grouiñ lec’hioù a faot dimp daremprediñ ha gober anaoudegezh gante. E pep unan ag an div vediaoueg nevez-se emañ soñjet hag aozet al lec’h evit ma c’hellehe pep implijour kavout e lod en ur genveviñ c’hwek gant ar re arall.

Da bep mediaoueg he zachenn

Dre ma ya ar mediaouegoù kêr en-dro en ur rouedad e c’hello pep unan labourat àr un dachenn arbennik. E pep mediaoueg e vo dalc’het da ginnig traoù evit an holl mes pep unan a vo arbennikoc’h evit ar re arall àr un dachenn resis.
E Menemeur e vo lakaet ar pouez àr ar vugaligoù gant ul lec’h kempennet a-ratozh evite, ma vo fonnusoc’h an dastumadoù evit e lec’h arall àr dachenn al lennegezh evit ar vugale hag al levroù sokiodesavadurel evit an dud daet.
E Beaupré-Tohanig e vo arbennikaet ar vediaoueg àr an dachenn niverel hag e vo a bep seurt tablezennoù, lennerezioù hag urzhiataerioù evit sellet a-feson en teulioù dizanvezelet.
Breizh ha glad e vo tachenn arbennik Mediaoueg Palez an Arzoù, evel bremañ.

Levraouegour : ur vicher é chañch

Serret e oa bet mediaoueg Menemeur e miz Eost tremenet evit roiñ amzer d’an implijidi da enkodiñ razh he dastumadoù. Er mod-se e vo graet ivez e mediaouegoù Palez an Arzoù ha Kergadoù en hañv-mañ ’za. Un dra rekis eo d’ober kent ma vo lakaet ar prest hag an daskor da vout aotomatek e mediaouegoù kêr. En achuamant e vo un aotomat é ober al labour a ra al levraouegerion betek bremañ diàr-bouez o bazhig skanniñ. Ur wezh kaset da benn an aotomatekadur-se, dre skinfrekañs (RFID), e vo dieupoc’h implijidi ar mediaouegoù hag e c’hellint gober gwell àr-dro degemer, titouriñ ha kuzuliiñ an dud.

5,45 milion a euroioù

Setu ar c’houst hollek (savadur hag aveadur), taosoù er-maez, evit an div vediaoueg edan bout digoret e Menemeur (2,96 M€) hag e Beaupré-Tohanig (2,49 M€).

To top

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.