Amañ emaoc'h :

Keleier

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Brav !

Trec’h eo bet bagad Gwened e gourfenn an abadenn "La France a un incroyable talent"

Dait niverus !

Bagad Gwened a lido an trec’h-se e ti-kêr Gwened d’ar Sadorn 31 a viz Genver dirak David Robo, Maer Gwened. Un aobadenn a vo sonet gant ar bagad da 11 eur dirak an ti-kêr, e-raok bale e ruioù kreiz-kêr (ru Burgod, plasenn Herri IV, ru ar Moneiz, plasenn al Lisoù, ru Sant-Visant) betek reper ar Porzh lec’h ma arruint tro 11 e 40 ha ma sonint meur a don savet dezhe.

Perak M6 ?

Asantet o doa an dae a oa bet roet dezhe, laouenaet evel ma oant bet, moarvat, gant o disoc’h mat-kaer e kenstrivadeg ar bagadoù e Brest e miz Meurzh 2014. Rak d’ar mare-se eo e oa bet kelaouet bagad Gwened gant ar c’hevredad Bodadeg ar Sonerion e oa produerion « La France a un incroyable talent » é klask ur bagad evit kemer perzh en o abadenn àr M6. « Ni hor boa soñjet : "Ale, deomp dezhi !" Mes gant ma vehemp laosket da soniñ hor muzik-ni. Anv erbet e vehemp bet rediet da soniñ un dra hag a vehe bet par da glichedoù àr Vreizh », eme brezidant ar bagad. P’hor boa kejet gantañ, e tiougane Étienne Chouzier, àr zigarez farsal un tamm mes kred ennañ ur sort, trec’h ar bagad en abadenn genstrivadeg-se. Kalavern ar pezh a oa degouezhet d’ar 27 a viz Genver, e vo dalc’het soñj ag ar youc’hadeg  laosket gant an arvesterion àr-sav p’o doa sonet div wezh en abadenn M6, d’an 9 a viz an Azvent paseet, evit monet d’an hanterc’hourfenn, ha d’an 13 a viz Genver, p’o doa gounidet ar Velinerion o ziked evit ar gourfenn goude bout sonet ken brav ma oa bet piket kalon meur a hini. « Spontus eo bet ar berzh hor boa graet. Adal ma taer àr-wel er skinwel e vezer en ur bed arall. Kantadoù a gemennadennoù kalonekaat ha kalz kinnigoù kontradoù hon eus resevet. Ha neoazh, n’hon eus ket sonet estroc’h evit ar pezh a raomp pa vezomp àr borzh Gwened. » Gant un diforc’h bras, ur sort : an niver a selaouerion. Ha pa vehent sac’h àr vac’h, biken ne vo degemeret 3 milion a arvesterion àr reper ar porzh.

To top

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.