Amañ emaoc'h :
Gant ar reizhiad e c’haller monet ha donet etre an tres hag al luc’hskeudennoù dre nij. En em lec’hiiñ a ra an implijer àr chomlec’hioù resis. Liammoù pad a vez etre endalc’had al lec’hienn hag ar gartenn.
ETREOBERIADEGEZH HA GWEVNDED
.Abaoe 10 vlez eo aveet an ti-kêr gant ur reizhiad titouriñ douaroniel (RTD) evit e ezhommoù dezhañ e-unan. Tennet hon eus ul lodenn anezhi da lakaat etre ho taouarn un tres kêr etreoberiat a c’heller gwelet gantañ, n’eo ket hepken tres hollek an hentoù hag ar savadurioù, met ivez luc’hskeudennoù tapet gant kirri-nij (Reizhluc’hskeudennerezh*). Tennet e oa bet ar c’hlichedoù e miz Gwengolo 2006.
Liammet eo an tres ouzh al lec’hienn. Evel-se e c’heller lec’hiiñ fichennoù pennadoù zo (lec’hiiñ àr ar gartenn) pe er c’hontrol monet ag ar gartenn d’al lec’hienn dre al liamm « muioc’h a ditouroù… ».Enlinenn emañ chomlec’h postel lec’hiennoù zo evit kas posteloù.Bourrus e kavot moarvat monet en-dro distroñs ar reizhiad ha kalite ar skeudennoù, kerkoulz evel ar mod « skramm leun » a c’heller gweredekaat da bep mare.* Reizhluc’hskeudennerezh : diàr luc’hskeudennoù tapet gant kirri-nij, e c’heller gant tretadurioù mentoniel àr urzhiataer reishaat ar c’hlichedoù da sevel un tres ennañ ur vozaikenn skeudennoù plaen, resis betek 10 cm.
Gellout a rit monet d’ur chomlec’h resis pe d’ur poent bennak (bouton : klask) diuzet dre c’herioù-alc’hwez (savadur, lec’hienn, park…). Ar reizhiad a ra un nijadenn a-dreist al lec’h, ha zoumiñ àrnezhañ.
Kuzhet pe diguzhet e vez ar poentoù hervez ho c’hoant (bouton : alc’hwez ar Poentoù Dedennus). Ouzh pep poent e vez staget ur fichenn doareennoù hag ul luc’hskeudenn (klik àr an draezenn).
CITY HALL
Place Maurice Marchais
Tél. : 02 97 01 60 00
Ouverture:
Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.
CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL
7 rue Joseph Le Brix
Tél. : 02 97 01 60 00
Ouverture :
Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.
Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).
Saturday morning, home phone from 9h to 12h.