Rouedad uhelgas a wiennoù optikel

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Emañ Kêr Wened oc’h emouestliñ e kudennadur an uhelgas, ha dibabet he deus seveniñ un danframm gouzañv evit ar c’hehentiñ elektronek uhelgas (gouhinoù ha gwiennoù n’int ket gweredekaet).  Er pleustr e talvez ar raktres-se kement hag astenn ar rouedad zo anezhi, hag a zarempred lod ensavadurioù kêr dija.

N’em laka ket Kêr Wened da oberataer servijoù, da verour danframm pellgehentiñ (meradur eeun) ne lavaromp ket. A-bouez ur pennwir feurmiñ, e vo digor ar wienn optikel d’an embregerezhioù publik pe prevez o deus c’hoant da gevreiñ o lec’hiennoù etreze, ha d’an oberataerien a c’hello hec’h implijout da ginnig kas uhel-kenañ d’o arvalien.

1,2 million a euroioù e tlefe koustiñ sevenidigezh ar rouedad suraet-se, dezhi 39 km. Gant al linenn, stummet evel ur boukl, e vo darempredet an ensavadurioù foran pennañ (kêr, kumuniezh tolpad-kêrioù, kuzul-departamant ar Mor-Bihan, Skol-veur Kreisteiz Breizh…), al lec’hioù m’emañ an oberataerien, hag implijerien ar rouedad rannvroel Megalis (ospitalioù, Rannvro, ESSM, KROSS, Ensellerezh an akademiezh…) hag an darn vrasañ ag an takadoù obererezh.

Ur gwir venveg diorren armerzhel eo ar rouedad-se. Ganti e sacho hon tachennad muioc’h a dud c’hoazh hag e c’hello Gwened en em gavout, àr an dachenn-se, e live kêrioù bras Frañs.

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.