Al lec’hienn www.mairie-vannes.fr

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Gant ar benveg kehentiñ nevez-mañ, deuet diàr labour holl servijoù kêr, e vez kinniget deoc’h :
- endalc’hadoù nevez, nevesaet tostik-tost d’ar vammenn
- un dorikell elektronek enlinenn evit ho tifraeoù
- un tres a gêr etreoberiat gant luc’hskeudennoù tapet gant kirri-nij
- ur reizhiad merdeiñ aesoc’h da implijout (gant ul lusker enklask peurgetket)
- ur garta c’hrafek heneuz.
Ar merdeer a c’hallo personelaat e zor-dal evit monet buanoc’h d’an traoù eo dedennet gante.


ENDALC’HADOÙ NEVEZ – serviJOÙ NEVEZ

Kemennet e oa bet deoc’h abaoe ur pennad, ha graet eo a-benn bremañ.

Laouen eo kêr Wened é kinnig deoc’h he lec’hienn Internet nevez.

Dre an nor-dal-se he deus c’hoant Kêr da zegas deoc’h titouroù talvoudus ha nevesaet, ha da ginnig servijoù enlinenn deoc’h a-benn aesaat hoc’h enklaskoù hag ho tifraeoù.

Un endalc’had liesseurt ha nevesaet ingal

Àr al lec’hienn e kavot titouroù a bep seurt, renket e rubrikennoù bras. Gellout a reont bout pennadoù (fichennoù pad pe nevezentioù), deiziataerioù (an holl zarvoudoù foran, sport, sevenadur), bloazlevrioù (an dilennidi, ar servijoù, an aveadurioù, ar c’hevredigezhioù), pe c’hoazh kartennoù.

Nevesaet e vez dalc’hmat gant holl servijoù kêr, diouzh kefridi pep hini. Lod rubrikennoù a vez nevesaet ivez diàr ar froud titouroù a vez kaset dimp gant Kumuniezh Tolpad-kêrioù Bro Gwened pe diàr an dorioù-dal broadel.

Gant se e c’hellomp en em ober buanoc’h ha diskouez titouroù « fresk » ingal.

Ur reizhiad merdeiñ efedus

Evit aesaat ar moned d’an titouroù e oa pouezus « kodiñ » framm al lec’hienn ha pourchas ur mod merdeiñ aes da gompren hag efedus, evel-se :

gant pep rubrikenn ez eus ur c’hod liv ha merkoù gwelet

gouzout a rit bepred e pelec’h emaoc’h el lec’hienn (« amañ emaoc’h »)

ijinet eo bet ar piktogrammoù evit bout ar sklaerañ ar gwellañ

Un aezamant dispar a vez degaset gant al lusker enklask evit kavout an titouroù buan-kenañ.

Aesaat ar moned d’al lec’hienn d’an nammidi

Lec’hienn kêr Wened zo diouzh erbedadennoù ar WAI*. E-se e touj d’an dezverkoù moneduster. Hollbouezus e oa bet an dra-se evidomp.

* WAI : embregadenn gant ar W3C (World Wide Web Consortium) a denn d’ar moneduster d’ar Web ha d’an erbediñ diskoulmoù teknikel.

Ar servijoù enlinenn hag an etreoberiadegezh

Kinnig a ra al lec’hienn deoc’h un dorikell c’halloudel evit ho tifraeoù melestradurel.

Abaoe pell e pourchasomp deoc’h sturlevr enlinenn an difraeoù melestradurel evit displegiñ deoc’h an doareennoù anezhe.

A-benn bremañ hag er mizioù da zont, e c’hallot monet da furmskridoù elektronek da c’houlenn teulioù pe titouroù. Evel-se n’eus ket ezhomm da ziblasiñ na da lostenniñ, hag un aezamant eo evit an holl, e-ser lakaat modernoc’h hor melestradur.

Anv zo da aesaat d’ar gwellañ an difraeoù melestradurel en ur zegas tamm-ha-tamm keal an dorikell elektronek digor dizehan (24e/24, 7d/7).

Tres Kêr hag al luc’hskeudennoù tapet gant kirri-nij

Abaoe 10 vlez eo aveet an ti-kêr gant ur reizhiad titouriñ douaroniel (RTD) evit e ezhommoù dezhañ e-unan. Tennet hon eus ul lodenn anezhi da ginnig deoc’h un tres kêr etreoberiat a c’heller gwelet gantañ, n’eo ket hepken tres hollek an hentoù hag ar savadurioù, met ivez luc’hskeudennoù tapet gant kirri-nij (Reizhluc’hskeudennerezh 2006). Tennet e oa bet ar c’hlichedoù e miz Gwengolo 2006.

Gallout a rit monet d’ur chomlec’h resis pe d’ur poent bennak (savadur, lec’hienn, park…). Liammet eo an tres ouzh al lec’hienn. Evel-se e c’heller lec’hiiñ lod fichennoù a vezer é sellet diàr ar gartenn. Evit achuiñ hon eus lakaet un toullad lec’hioù dedennus a-gevret gant an doareennoù hag ul luc’hskeudenn anezhe .

Un nor-dal evit pep unan

Pep merdeer a c’hell krouiñ ur gont personel. Goude bout savet e brofil e c’hello monet buan d’e rubrikennoù karetañ diàr an egorenn personelaet-se. Gallout a ray ivez resev en e voest lizheroù elektronek darvoudoù pennañ ar rubrikennoù diuzet, ha koumanantet e vo da lizher kelaouiñ Kêr Wened.

Emañ Kêr Wened e-touez kêrioù luskusañ Frañs a-fet TKK – Teknologiezhioù ar C’helaouiñ hag ar C’hehentiñ (@@@@ e 2006). Kadarnaat a ra he c’hoant da vont pelloc’h gant an hent-se, ha spi he deus e c’hello, dre al lec’hienn-mañ, bout muioc’h c’hoazh diouzh ar pezh emaoc’h é c’hortoz.

Gant ar servijoù-kêr e karg ag an teknologiezhioù nevez, e hetan deoc’h ur verdeadenn vat àr mairie-vannes.fr !

Pierre Maréchal

Eilmaer e karg ag ar c’helaouiñ,

ar c’hehentiñ hag an teknologiezhioù nevez.

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.