Tachadoù natur

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Tachadoù glas zo e kêr hag a ro tu d’an dud da vale enne ha d’ober anaoudegezh gant an natur. Un aergelc’h ag ar maezoù gant garzhoù zo gante en norzh d’ar gêr. Er c’hreisteiz, avat, e kaver kentoc’h aergelc’h an arvor gant meteier diforc’h-bras evel pinegi, lanneier izel, gwernioù ha lec’hidegoù.

Beg an Divroidi

Gorread : 300 000 m²
Moned dre : alez L. Karadeg (N1)
Àr vord ar Mor-Bihan e kaver en tachad gwarezet-se a bep seurt lec’hiennoù ha meteier tal-ha-tal : koadoù, pradeier, lanneier, lec’hidegoù. Er pradeier sec’hañ e kresk kalz bokedoù ha gramineged (milzoull, malv musk dous, melchon glas…). Seurtoù plant arall a vourr a dachennoù mouestoc’h evel ar broen, pav-bran-ar-geunioù bihan, an haleg pe c’hoazh an orkideennoù gouez (bokedoù-dimezell-lann, galligot) a zo anezhe braventezioù Beg an Divroidi. Er pradeier e vez é peuriñ daou azen Poatev (Mistral ha Madison) ha daou benn-deñved lanneier Breizh (Gibbule ha Littorine). Miriñ a ra al loened-se ma tahe fraost al logelloù douar, gwellaat a raont al liesseurted ekologel ha pourchas a raont un temz naturel ag ar choaz. En ur wern 2 hektar e voueta hag e tiskuizh evned e-leizh (rakiged-dour, skraviged, evned Sant-Nikolaz, kreged-goañv, spanelled gwenn, tadorned roueel, gioc'hed-lann – un arsellva zo àr-dreñv ar C’horus).

Arvor Gwened Rozveleg

Moned dre : ru Arvor Gwened (N2)
En tachad-se, a-hed riblennoù ar Mor Bihan, e kaver kalz traezhennoù koachet en oufoùigoù, gant ur gorzeg ha gant un tachad gwern bras tost da Sine.

Tachad natur Kamskel

Gorread : 75 000 m²
Gwelet e hent Trewineg (N3)
Un aergelc’h kreñv ag ar maezoù zo gant al lec’hienn-se, tost-mat da garter Menemeur, en ur c’hornad glas-kenañ gant flagennoù ha disheol, douret ouzhpenn gant gwazhig Roc’han.

Pineg Koulev

Gorread : 300 000 m²
Moned dre : N4 bali ar Marichal Juin (N4)
Pin-mor ha derv-garzh hag o deus kantadoù a vlezadoù ac’h a d’ober ar bineg-se, aodoù ar Mor Bihan ha riblennoù stêr ar Visenn àr he zro. Roiñ a ra un aergelc’h mor d’al lec’hienn, gant disheol ha freskoni evit ar gantreerion. Eno ec’h eus ur poull-neuñval dour-mor, un draezhenn hag un dachenn-c’hoari evit ar vugale.

Torgenn Kerinoù

Gorread : 6 000 m²
Moned dre : bali Kerviler, alez ar Skluz (N5)
Evel ma tiskouez e anv emañ an tachad glas-se àr dorgenn Kerinoù, dreist kanol ar porzh. El lodenn uhelañ ec’h eus ur c’halvar gronnet gant bodadoù bras a lann hag a vanal. Alese e c’heller sellet ouzh digor ar Mor Bihan.

Tachad natur ar Pargoù

Moned dre : boulouard an Inizi, boulouard ar C’horonal Rémy (N6)
Emañ an tachad-se e kroashent boulouard an Inizi ha boulouard ar C’horonal Rémy hag ur bradenn vras eo, gronnet gant ur c’harzh wez, tres ar maezoù àrni, gant spesadoù henvroat derv, fav, chalm ha bezv.

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.