Kreizenn dudi dour Koulev

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

300 m hepken diouzh an dachenn-gampiñ e kinnig Gourenez Koulev ur poull-neuial dour mor gwall souezhus hag ur gaer a draezhenn.

Ur mestr neuñver saveteer a vez eno da evezhiiñ ar c’houronkañ. Gant se e c’hell ar vugale endevout plijadur ha bout e surentez.

Evit un devezh merdeiñ a chomo da viken en hoc’h eñvor e c’hellit lestriñ er c’hourenez da vont da zizoloiñ unan ag an 356 enezenn pe ober tro ar Mor-Bihan.

An hin dous, heoliek, ha kaerded an aodoù a laka Mor-Bihan Gwened da vout ul lec’h touristel brudet na c’hello ket ho leuskel diseblant.

Tres nevez ar porzh

E miz Genver 2007 he deus kroget Kêr Wened gant lodenn gentañ al labourioù da adkempenn hag adframmiñ takad ar porzh.  Un tres nevez a ginnigo ribloù ar porzh adal miz Genver 2008, kaeroc’h hag aesoc’h e implij àr-un-dro : ur gwir takad glas mat evit ar pourmenadennoù.


Takad nevez ar porzh a responto da c’hoantoù an holl : annezidi ar ribloù, tud en o c’harr pe àr o bag pe gweladennerion, kement-se oc’h ober brav da c’hlad ha tisavouriezh al lec’hioù tost.

A bep seurt traoù a vo savet e-pad lodenn gentañ al labourioù da adkempenn al lec’h :

    - Ur c’habitendi nevez
    - Ur parklec’h edan douar  edan ar Rabin
    - Div stalig  àr ar Rabin
Adtretiñ an div riblenn  zo d’ar porzh a zegaso daou reper leun a c’hlasvez evit an dud àr-droad.
A-hend-arall, ar  monedoù d’ar porzh hag ar parkiñ  zo bet aozet en doare ma ne vo ket direnket Gwenediz en o buhez pemdez gant al labourioù. 

SEVEL UR C’HABITENDI NEVEZ
Da gentañ eo bet dilojet gopridi ar c’habitendi kozh e miz an Azvent 2006 e-barzh savadurioù da c’hortoz, un tamm pelloc’h àr ar ribl dehou.

Da c’houde eo bet diskaret ar c’habitendi kozh e deroù miz Genver pa oa àr tachenn chanter labourioù  ar parklec’h danzouar a vo savet.

Àr ar ribl all, tost da gal an DDE, e vo savet ar c’habitendi nevez. Empenneet eo bet gant skipailh Zublena-Cabanes-Peiffer. Daou live a vo d’ar savadur. An adraoñ (400m²) ne zegemero nemet ar servijoù (degemer, burev, burevioù kevredigezhioù, privezioù, salioù teknikel...) hag en estaj e vo ul lodenn genwerzhel (250m²) a zegemero un davarn-preti. Al lodenn-mañ a vo ul leurenn vras (150 m²) dirakti, savet en diaraog a-dreist dor bennañ ar savadur.

Labourioù ar savadur a zle bout rentet e fin 2007. Dalc’het e vo da labourat en nevezamzer 2008 gant kempenn endro glasvezek ar savadur publik nevez-mañ. Pa vo peurachu e vo liammet daou ribl ar porzh gant un dreuzell a-live gant ar c’habitendi nevez. Da c’hortoz ma vo prest e raio ar vageerion gant an treuzelloù zo bremañ.  

Koust al labourioù
kabitendi: 1,8M€ PTB
kempenn tro-ha-tro : 500 000 € PTB

UR PARKLEC’H EDAN DOUAR GANT 400 PLAS EDAN AR RABIN
E deroù miz Genver eo bet boulc’het ar chanter àr ar porzh.  Krog eo al labourioù toulliñ ha padout a raint e-pad tri pe bevar miz e-pad ma vo skarzhet an atredoù dre greisteiz kêr (trema An Alre). En tu-mañ d’ar porzh, kement hag àr ar ribl kleiz ne vo mekanik chanter ebet o tirenkiñ mont-dont ar c’hirri e-kreiz kêr.

Àr tri live e vo savet ar parklec’h danzouar da zont, àr ar ribl dehou. Kaset e vo an traoù gant ar strollad Epolia edan dileuriadur ar servij publik. Degemer a ray 397 plas. Hañval a-walc’h e vo ar c’hrouiñ hag ar c’hempenn diabarzh ouzh re parklec’h edan douar plasenn ar Republik.

A-veskell e vo treset ar plasoù parkiñ (hirder : 5m, ledander : 2.40 m) ha ne vo post ebet a c’hallfe lakaat diaes fiñvadennoù ar vleinerion. Ec’hon, degemerus (livioù ha muzik diskuizhus), sklêrijennet-mat (an dorioù ha pignerezed a laosko ar gouloù da dremen) hag asur àr-un-dro (sistem video-evezhiiñ) e vo ar parklec’h. Mont a ray ar c’hirri e-barzh hag er-maez (uhelder brasañ aotreet : 1.90m) dre ur grapenn liammet gant kroashent-tro nevez traoñ ar straed Thiers.

1.20 € e kousto pep euriad parkiñ (0.60 € adal ar pempvet euriad).

Formulennoù koumanantoù a vo kinniget. E fin miz Genver 2008 d’an diwezhatañ e tlefe labourioù ar parklec’h bout echuet.

Koust al labour : 10,5 M€.
Ar c’horvoer a bosto an arc’hant (an embregerezh Omnipark, eilstal da Epolia). Kêr Wened a gemero perzh en ur lakaat 3,15M€. Fiziet e vo ar parklec’h er gumun edan framm un dileuriadur a bado 30 vlez.

UR PRANTAD KENTAÑ DA GEMPENN AN TAKADOÙ FORAN
Diouzh divizoù ar raktres Zublena, pa vo peurachu al labourioù e teuio daou ribl ar rakporzh da vout daou reper-kêr brav ken-ken é kinnig tachennoù ledan da bourmen a-hed an dour. Ne vo ket kirri en takad-mañ leun a c’hlasvez hag un tamm mat kalz bourrusoc’h.

Goude ar braslabourioù toulliñ hag ur wezh savet ar parklec’h danzouar e vo plantet e miz Gouel-Mikael spesadoù nevez a-hed ar Rabin :

    - Ribl kleiz : evit dek gwezenn diskaret e vo adplantet un ugent bennak
    - Ribl dehou : evit pemzek gwezenn diskaret e vo adplantet un daou-ugent bennak.
Bandennadoù geot ledan a vo ouzhpennet hag alezioù-kerzhet graet gant pavezioù greunit, àr ar ribl kleiz.

Àr ar ribl dehou, ar reper a-hed ar borzhlenn a vo goloet àr 300m  (etre mont tre ar parklec’h hag ar stalig « touristerezh » da zont) gant ur gwiskad koad 8 metr e ledander.

A-hed ar rabin, àr tu ar c’hae, e vo murioù maen-raz (goloet a goad) a roy tro d’an dud da azeziñ e-tal al lenn-borzh.

DIV STALIG ÀR AR RIBL DEHOU
Savet e vo div stalig àr hent-bale ar Rabin da zont, àr ar ribl dehou. Ur gorread leur a 350 m² a vo da bep hini hag hañval e vo o framm. E miz Gwengolo e krogo al labourioù da sevel ar stalig kentañ a-dreist penn kreisteiz ar parklec’h danzouar. E fin ar bloaz e tlefe bout prest. Ar stalig “sevenadur hag abadennoù”-mañ a ginnigo e-mesk servijoù arall ur greizenn gelaouiñ, ur bilhederezh evit an abadennoù ha diskouezadegoù hag ur sal diskouezadegoù. Ar stalig all (lec’hiet goude an hini gentañ) a vo savet dirak ar chabitendi, àr ar ribl kleiz. Servijout a ray da Di an Douristed hag e vo enni, e-mesk traoù arall, un hall 120 m² kempennet da zegemer an dud.
   

PARKIÑ HA MONT-DONT

Parkiñ
574 plas da barkiñ digoust a zo kinniget àr takad ar porzh betek ma vo achu al labourioù.
    - 180 plas, àr ar ribl dehou, e penn ar Rabin
    (da c’hortoz fin al labourioù hag e-pad daou vlez adal fin ar program e vo digoust parkiñ eno).
    - 110 plas, àr ar ribl kleiz, àr ar reper zo a-dreñv savadurioù an DDE.
    - 69 flas a chomo, àr ar ribl kleiz, a-hed straed ar C’hoñvers ha straed Ferdinand Le Dressay (plasoù da baeañ lakaet digoust e-pad al labourioù).
    - 215 plas, àr ar ribl kleiz, àr parklec’h ar Gapusined, straed Jaurès.

Ar c’hirri é vont d’ar Rabin àr ar ribl dehou
E-pad labourioù ar parklec’h danzouar, evit ma c’hellfe ar c’hirri-samm mont e-maez ar chanter hag ar c’hirri skañv mont da barkiñ digoust àr ar Rabin ez eus bet staliet ur c’hroashent-tro da c’hortoz, e-kichen ar blasenn Théodore Decker...
   
An dud àr droad é vont d’ar Rabin àr ar ribl dehou
E-pad labourioù ar parklec’h danzouar, evit diraeziñ ar blasenn Gambetta ag ar Rabin e c’hell an dud àr droad mont gant ar c’hae, evel boaz. Mat eo menegiñ ez eus un hent 3 metr ledander etre ar lenn-borzh ha garidoù ar chanter. A-walc’h d’an dud àr droad da vale àr an daou du e surentez.
   
Mont d’ar skol sonerezh
Evit ma vo aes ha sur mont d’ar skol sonerezh ez eus bet lakaet un arsav berr dirak ar savadur.

Pont Kerinoù

Mont en-dro ar borzhlenn gloz.


Titouroù a-zivout an digoriñ

Embreg ar pont e-pad eurioù digoriñ ar borzhlenn gloz a vez graet evel-mañ : 

- Adal ar 15 a viz Mezheven betek ar 15 a viz Gwengolo ha bep dibenn-sizhun ha deizioù gouel a-hed ar blez :

digoret e vez diouzh ar goulenn e-pad hanter eur kentañ ha diwezhañ prantad an eurioù digoriñ. Digoret e vez da bep hanter eur rik e-pad ar prantad-se.

- Adal ar 16 a viz Gwengolo betek ar 14 a viz Mezheven e-pad ar sizhun :

digoret e vez diouzh ar goulenn e-pad hanter eur kentañ ha diwezhañ prantad an eurioù digoriñ. Digoret e vez da bep eur rik e-pad ar prantad-se.

- Digoradennoù 12e a vez lakaet 10 mn en a-raok (11e50) nemet e miz Gouere ha miz Eost.

An erbedadennoù

Pontonioù gortoz :

Daou bonton zo bet savet evit ma vo bourrusoc’h pa vezer é c’hortoz an digoriñ : unan e krec’h hag egile e traoñ ar pont ; miret groñs evit se eo o implij. An eurioù digoriñ zo skrivet àr ar ponton gortoz en traoñ.

Kontrollet eo mont e-barzh ar porzh gant ur sal-ren video er c’habitendi met gallout a reer mont e darempred gant oberataer ar pont dre VHF àr ar ganol 9.

Bepred e chom ar borzhlenn gloz en 2,10m donder. Daoust da se ez eus treuzoù d’an nor-skluz hag aliet eo sellet ouzh ar biz a-raok tremen.

Arouezioù an nor-skluz : 

tri gouloù ruz ha tri gouloù gwer difiñv: tremen berzet

gouleier gwer difiñv : tremen aotreet

Arouezioù ar pont tro

Tremen a reer ar pont hervez ar gouleier staliet àr piler kreiz ar pont : 

tri gouloù ruz difiñv : tremen berzet

tri gouloù gwer difiñv : tremen aotreet

tri gouloù o wilc’hata : tremen berzet dindan nebeut pe cheñch tu an tremen ; na dremenit nemet ma’z oc’h lañset

Ar porzh bageal

E kreiz-kêr emañ ar porzh-mañ. Ur borzhlenn gloz digor hervez ar mareoù ha hervez ma vez digor pont Kerinoù.


Ur borzhlenn gloz eo porzh bageal Gwened. En 2,10m donder e vez bepred, gant ar skluz a vez digoret hervez eurioù ar mareoù.

Ar mont tre er porzh zo posupl hervez ma c’heller tremen e pont Kerinoù zo bet savet àr ur ganol e traoñ ar skluz.

230 plas zo er porzh bageal ha 170 anezhe zo dindan ur gevrat blez. Posupl eo feurmiñ ar porzh evit ar goañvezh ivez : kevratoù meur a vizvezh zo kinniget d’ar vageerion a fell dezhe. Ret eo menegiñ e plij kalz porzh Gwened abalamour d’e berzhioù degemer er goañv rak ur gwasked sur ha miret-mat eo.


CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.