Ur greizenn skol-veur

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Skol-Veur Kreisteiz Breizh

Kampus kreiz kêr

Eno emañ kevrenn ar Gwir, ar Skiantoù Armerzhel hag ar Mererezh. Bout e oa  1 520 studier e 2006 ha staliet emañ e kreiz kêr, 1 straed al Lezenn.
La faculté comporte un département Droit et un département Economie-Gestion et AES structuré en quatre secteurs : Economie-Gestion-AES, Gestion des Ressources humaines, Comptabilité-Finance, Commerce et Vente.

Kampus Tohanig

Eno emañ kevrenn ar skiantoù ha skiantoù an ijinourien. Ouzhpenn ar pemp aotreegezh rannet etre an Oriant ha Gwened, stummadurioù micherelaat a vez roet pergen àr kampus Tohanig : un aotreegezh vicherel hag ur master meneg stlennegezh ha matematik.
Mod-arall, Skol Vroadel Uhel Ijinourion Kreisteiz Breizh (ENSIBS) a zigoro he dorioù e miz Gwengolo 2007.

Kampus Kergadoù

Ensavadur Skol-Veur a Deknologiezh Kergadoù a ginnig stummadurioù micherelaat da live bachelouriezh + 2 (pevar DSAD : mererezh an embregerezhioù hag ar melestradurezhioù, stlennegezh, stadegouriezh ha treterezh ar roadennoù dre stlennegezh, teknikoù kenwerzhiñ) ha da live bachelouriezh + 3 (seizh aotreegezh vicherel : kenwerzh ha dasparzh, kenwerzh elektronek, reizhiad stlennañ, stadegoù ha stlennegezh evit ar yec’hed...) ha daou stummadur dre an deskardelezh.

Skol ijinourion Kreisteiz Breizh

Dibab stlennegezh e Gwened

Ur skol ijinourien a vo gant Skol-veur Kreisteiz Breizh d’an distro-skol 2007. E Gwened e vo stummet studierien àr ar stlennegezh, en Oriant àr an ijinerezh greantel hag ar mekatronegezh. Diwezhatoc’h e vo degemeret 672 studier gant SVUIKB.

Skol-veur Kreisteiz Breizh he deus dibabet stummadurioù micherelaat, gant e-leizh a aotreegezhioù ha masteroù micher. gant krouidigezh SVUIKB e vo kreñvaet c’hoazh ar politikerezh-se.

56 ijinour bep bloaz

E Gwened e vo ar studierion ijnourion é heuliiñ o c’hentelioù àr kampus Tohanig hag o stummadur a vo harpet gant chemet Valoria, ul labourva enklask e stlennegezh. Dont a raint da vout ijinourion studi ha diorren meziantoù, ijinourion enframmerion reizhiadoù, pennoù raktresoù stlennegel, ijinourion perzhded-hentenn.

En dibenn e vo 56 studier é tont er-maez ag ar pol stlennegezh bep blez gant un diplom. Ha kement-se goude ur stummadur tri blez, gant e-leizh a stajoù pleustrek : eizh miz en holl, ha daou viz ouzhpenn en ur vro arallyezh e dibenn er blezad kentañ

Penaos dont e-barzh ar skol ?

Ret e vo d’an danvez-studierien endevout ul live bachelouriezh + 2, d’an nebeutañ. Ur rakdibab a vo graet diàr o zeuliad ha diàr ur pennad-kaoz gete, evit an dud zo gete un DSAD pe evit ar re o deus bet eil blezad an aotreegezh (L2).
An teuliadoù zo da c’houlenn a-c’houde miz C’hwevrer, hag an danvez-studierien a vo miret a vo pedet d’un emwel e miz Mezheven.
Evit skolidi ar c’hlasoù prientiñ d’ar skolioù uhel e vo graet an dibab gant ar genstrivadeg. Digor eo an enskrivadurioù a-c’houde miz Genver.
A-hend-arall emañ SKB é lakaat àr-sav ur c’helc’hiad prientiñ da vont da SVUIKB. Dre heuliiñ ar c’helc’hiad prientiñ-se e c’hellor mont àr-eeun da vlezad kentañ ar skol ijinourion, adal ma vo bet talvoudekaet an eil blezad (L2). Rakdibab diàr teuliad ha pennad-kaoz. Lakaat e anv e deroù miz Mae. Emwelioù e mizioù Mae ha Mezheven.

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.