Labeloù

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Labeloù

Kêr Internet @@@@

E miz an Azvent 2006 e oa bet roet da gêr Wened al label 4@ evit ar begon zo geti àr dachenn an teknologiezhioù nevez evit kehentiñ ha kelaouiñ.

Label broadel « Kêr Internet »

Abaoe 2004, kêr Wened a gemer perzh el Label broadel « Kêr Internet », zo bet savet gant Kevredigezh ar c’hêrioù Internet ha gant ar C’hef Fiziañ ha Tredeogañ gant skoazell an Dileuriadezh d’an teknologiezhioù nevez e Ministrerezh ar C’helenn Uhel hag an Enklask.
Get al label-se e c’hall ar strollegezhioù lec’hel priziañ ha diskouez penaos ec’h a en-dro ar Genrouedad àr an dachenn ha gant an holl geodedourien evit mad an holl.

Ar strollad-barn zo ennañ arbennigourien a sell pizh ouzh ar politikerezhioù kaset àr-raok gant ar strollegezhioù àr diazez dezverkoù a denn d’ar geodedouriezh oberiant, d’an demokratiezh perzhiek ha da biaouadur an TKK (Teknologiezhioù ar c’helaouiñ hag ar c’hehentiñ) gant an holl oberourien en un tiriad.

Emañ Gwened e-touez ar peder c’hêr àrn-ugent o deus bet 4@, ha dav eo gouzout n’eus ken dek kêr o deus bet 5@, diàr un hollad a 569 strollegezh zo bet priziet.

Gwened en em ziskouez evel ur gêr zo digor a-zevri àr ar geodedourien ha ma ta àr wel ar c’hehentiñ ag an diaz. gant ul lec’hienn Internet ha gant servijoù liesvedia (get Médiacap, ar BIJ, ar mediaouegoù, an tier-karter, ar greizenn Henri-Matisse) e klask ar c’hehentiñ-se rentañ servij d’an holl annezidi, àr an tachennoù sokial, sevenadurel hag armerzhel.

Setu amañ un nebeud skouerioù ag ar servijoù : pellargerzhadoù, takadoù foran niverel, oberoù stummadur en arbenn d’ar c’hevredigezhioù, d’an embregerezhioù, d’ar re yaouank…

Sturlevr an Internet hag al Liesvedia

Get Kêr Wened ez eus bet embannet ul levrig evit kinnig an oberoù zo e diraez an holl, kozh ha yaouank, kevredigezhioù hag embregerezhioù.

El levrig-se eo kinniget an holl aveadurioù zo e gourc’hemenn an holl, e Médiacap, er Burev Titouriñ Yaouankiz (BTY), e Ti ar C’hevredigezhioù, er Greizenn Henri Matisse, er Mediaouegoù hag en Tier Karter.

El lec’hioù-se e kaver :

  • - moned dieub àr ar Genrouedad ma c’hall an implijerion bout ambrouget,
  • - kuzulioù e stumm ur skoazell hiniennel pe stalioù-labour a-stroll,
  • - diraez d’ar meziantoù frank (dre al lec’hienn),
  • - stalioù evit ar vugale hag ar grennarded dre an « Tikedoù Sportoù ha Dudi » hag ar Gevrat Amzer Vak ag ar c’h-KGT,
  • - dafar e servij an embregerezhioù, da skouer peadra d’ober ur bellbrezegenn.

El levrig e kaver ivez fichennoù pleustrek ha tunioù evit merdeiñ gwell hag evit en em gompren gwell etre merdeidi !

Kavet e vo al levrigoù-se e degemer ar c’hreizennoù meneget uheloc’h, e degemer ar maerdi hag an Ti-Kêr.

Aveerezh stlennegel ar skolioù

Get Kêr Wened e vez prenet ha staliet dafar stlennegel er skolioù abaoe tremen 15 vlez. Bremañ ez eus àr-dro 150 mikro-urzhiataer ha trobarzhelloù a bep seurt : moullerezioù, skannerioù, engraverioù…

Bep blez e vez staliet etre 15 hag 20 ijinenn nevez er skolioù, ouzhpenn pe e-lec’h an dafar zo dija.

E 2002 e oa bet kevreet an holl skolioù ouzh ar Genrouedad uhelgas ASDL, dre hanterouriezh ar pourvezer moned Mégalis, ar rouedad uhelgas rannvroel emañ Kêr enni.

A-fet surentez ez eus bet lakaet siloù ha meziantoù enep-viruz ha firewalls enframmet er reizhiadoù.

Get ar c’hevreadurioù-se e c’hall ar skolidi ha skolioù ar gumun endevout eskemmoù etreze ha gant skolioù e broioù arall !

Al lec’hiennoù Internet

Lec’hienn Internet nevez Kêr Wened, bet lakaet enlinenn e miz C’hwevrer, zo klokoc’h ha hoalusoc’h (etregwezhiadezh ha keflusker enklask) evit ar stumm a oa kent. Kinnig a ra servijoù enlinenn e-leizh ha reiñ a ra paot a ditouroù àr ar vuhez e Gwened.

Merkiñ a c’haller e vo kavet un tres etregwezhiat eus Kêr àr al lec’hienn nevez-se.

Lec’hienn ar mediaouegoù : evit ma c’hallo an dud, a-hed an amzer, mont da dapout  servijoù ar mediaouegoù hag ober o mad eus an Internet, e vezont kavet enlinenn.

Get al lec’hienn-se e c’haller furchal e dalc’had an 3 mediaoueg, divizout gant al levraouegerien, ober enklaskoù liesdezverk, ha kement zo...

Get Médiacap ez eus bet digoret ul lec’hienn nevez e 2006, un heuliad poellek àr-lerc’h ar CD « malizennad » a oa bet roet tremen 2000 skouerenn anezhañ hag a oa ennañ e-leizh a venvegoù hag a veziantoù digoust.

Àr al lec’hienn-se e kaver titouroù ha benvegoù pleustrek a c’haller pellgargañ evit netra, kerkoulz ha keleier nevesaet ingal.

Reiñ a reer ar gomz d’ar verdeidi ivez diàrbenn danvez ha keleier al lec’hienn.

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.