scat-fetish.com
scat-extreme.org
depporno.com
scatlab.net

Servij pedagogel ar glad

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Gweladenniñ kêr hag ar mirdioù

Evit ober anaoudegezh gant Gwened hag hec’h istor


Ar gweladennoù a bad 1 eur 30, ha gante e c’heller ober anaoudegezh, dre vras, gant kêr, hec’h emdroadur, he glad.

Hervez goulennoù ar gelennerion e c’hell gweladennoù bout graet àr un danvez resis : an difennoù, an iliz-veur, an tier o frammoù koad…

Ar gweladennoù-dizoloiñ

Evit ober anaoudegezh gwelloc’h gant glad Gwened.


Gant ar gweladennoù-dizoloiñ e lakaer ar pouez àr an eskemmoù, gant meur a zoare pedagogel.

Un nebeud temoù gweladennoù :

Dorioù Gwened

Gant ar weladenn-se e c’heller dispenn roudoù Steven ha Filipa, harozed yaouank ar romant Perzhier Gwened, gant E. Brisou-Pellen ha dizoleiñ kêr e dibenn ar Grennamzer (iliz-veur, koc’hu, difennoù...).
Gwelloc’h eo lenn ar romant e-raok

Gwened er XVIIvet kantved

Er XVIIvet kantved e oa bet treuzfurmet kêr. E-leizh a gouentoù a ya d’en em staliiñ en-dro d’ar gêr gloz. Tier mein a gemer plas an tier koad…

Gant ar weladenn-se, a-zivout ar savouriezh ha treuzfurmadur dremm kêr Wened er XVIIvet kantved, e taoler ur sell ouzh ar gevredigezh da vare harlu Parlamant Breizh e Gwened. E stumm ur c’hoari e vez graet an traoù, pa rank ar skolidi adkavout malizennoùigoù a-hed un hentad ha respont da c’houlennoù.

Porzh Gwened

Abaoe an Henamzer ez eo Gwened ul lec’h kenwerzh dre vor kerkoulz ha dre zouar. A-hed ar c’hantvedoù eo bet treuzfurmet kalz ar porzh, unan a greizennoù kenwerzh brasañ kêr, evel ma vo diskouezet deoc’h e-pad ar weladenn-mañ.

Ar gwerennoù-livet

E div lodenn e vez graet ar weladenn-dizoleiñ gouestlet d’ar gwerennoù-livet :

Dre an 49 gwerenn zo en iliz-veur (dibenn an XIXvet kantved – deroù an XXvet kantved), e vo gwelet istor ar gwerennoù-livet hag o c’hefridi a-hed ar c’hantvedoù. Dielfennet e vo un nebeud gwerennoù-livet skeudennus a-benn studiañ o lunioù, yezh ar skeudennoù ha displegañ ar pazennoù zo evit krouiñ ur werenn-livet.

Goude e ta ar skolidi da vout «gweraerion » d’o zro. Gant an dafar zo roet dezhe, e savont o gwerenn-livet o-unan. Gant al labour plijus-se e c’hellont diorren o barregezh ha dispakañ o ijin.

Ar c’hizelliñ, un elfenn da ginklañ ar savouriezh

Morganez, leon, pennoù orbidus... Kizelladurioù e-leizh zo àr an tier ha savadurioù kêr, ouzh o c’hinklañ hag é vout testoù ag an istor. Graet eo ar weladenn-mañ evit ar skolidi kentañ derez ha drezi e kinniger dizoloiñ pinvidigezh ha liesseurted glad Gwened en ur c’hoari. Evit kavout poell ar weladenn e ranker dirouestlañ ur gudenn da bep tennad.

An dastumadoù da badout e mirdi an Arzoù-Kaer

Mirdi an Arzoù-Kaer zo staliet e salioù meurdezus ar C’hoc’hu hag ennañ ez eus diskouezet taolennoù àr lien a bep seurt mod, ag an XIXvet hag an XXvet kantved.

Da zizoloiñ an dastumadoù e reer, da gentañ, anaoudegezh dre vras gant an oberennoù. Goude e klasker dielfenniñ pizh un nebeud taolennoù a-benn tostaat da veizadoù an aoziñ, an egor, ar sklêrijenn, al liv.

Gellout a reer frammiñ ar weladenn ivez àr-dro un tem, un hollad oberennoù arouezus, evel an dremmvro.

Ar poltredoù livet e mirdi an Arzoù-Kaer

E div lodenn e vez graet ar weladenn-dizoleiñ gouestlet d’ar poltredoù :

Dre ar poltredoù diskouezet er mirdi, e lakaer ar gaoz àr an doare arz-se hag àr kefridi ar poltred a-hed ar c’hantvedoù.

Dont a ra ar vugale, goude, da vout arzourion ha patromoù, a-bep-eil. Gant ar pastel e vez treset e boltred d’ur skoliad, gwisket e mod ul livour gwezharall, gant ur c’hamalad dezhañ. Goude-se e vez eilpennet an traoù ha treset e boltred d’an eil gant egile.

Ur weladenn graet evit skolidi rummad ar re vras er skol-vamm hag evit ar CP ha CE1.

Ar C’hrist àr ar groaz gant Eugène Delacroix hag ar romantelezh

An tamm istorel pouezusañ a zastumadoù ar mirdi eo oberenn Delacroix ha drezi e c’heller kinnig red-buhez an arzour hag e blas el livouriezh romantel. A-ziàr ur savadenn skeudennoù e tosta ar skolidi da oberennoù Géricault, Girodet-Trioson, Prud’hon… Goude e tibabont un destenn lennegel a jaoj gant an daolenn, a-benn kloziñ ar weladenn ha digeriñ ar preder.

Dastumadoù arkeologel hag istorel mirdi Gwened

Er mirdi istor (Kastell-Gailhard) e virer dastumadoù ag ar ragistor hag an henamzer, zo é tont ag ar furchadegoù zo bet graet er meurvein hag el lec’hiennoù galian ha galian-ha-roman e departamant ar Mor-Bihan. Ouzhpenn ez eus dastumadoù ag ar grennamzer er Mor-Bihan (podoù pri, pezhioù moneiz, kizelladurioù…).

Gellout a reer gweladenniñ an dastumadoù henoniezh hervez meur a dem :

  • Henoadvezh ar maen da vare ar C’halianed
  • dizoloiñ sevenadurezh Nevezoadvezh ar maen
  • ar bed galian-ha-roman
  • ar vuhez bemdez er Grennamzer

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.