Amañ emaoc'h :
Evit ober anaoudegezh gant Gwened hag hec’h istor
Ar gweladennoù a bad 1 eur 30, ha gante e c’heller ober anaoudegezh, dre vras, gant kêr, hec’h emdroadur, he glad.
Hervez goulennoù ar gelennerion e c’hell gweladennoù bout graet àr un danvez resis : an difennoù, an iliz-veur, an tier o frammoù koad…
Evit ober anaoudegezh gwelloc’h gant glad Gwened.
Gant ar gweladennoù-dizoloiñ e lakaer ar pouez àr an eskemmoù, gant meur a zoare pedagogel.
Un nebeud temoù gweladennoù :
Gant ar weladenn-se e c’heller dispenn roudoù Steven ha Filipa, harozed yaouank ar romant Perzhier Gwened, gant E. Brisou-Pellen ha dizoleiñ kêr e dibenn ar Grennamzer (iliz-veur, koc’hu, difennoù...).
Gwelloc’h eo lenn ar romant e-raok
Er XVIIvet kantved e oa bet treuzfurmet kêr. E-leizh a gouentoù a ya d’en em staliiñ en-dro d’ar gêr gloz. Tier mein a gemer plas an tier koad…
Gant ar weladenn-se, a-zivout ar savouriezh ha treuzfurmadur dremm kêr Wened er XVIIvet kantved, e taoler ur sell ouzh ar gevredigezh da vare harlu Parlamant Breizh e Gwened. E stumm ur c’hoari e vez graet an traoù, pa rank ar skolidi adkavout malizennoùigoù a-hed un hentad ha respont da c’houlennoù.
Abaoe an Henamzer ez eo Gwened ul lec’h kenwerzh dre vor kerkoulz ha dre zouar. A-hed ar c’hantvedoù eo bet treuzfurmet kalz ar porzh, unan a greizennoù kenwerzh brasañ kêr, evel ma vo diskouezet deoc’h e-pad ar weladenn-mañ.
E div lodenn e vez graet ar weladenn-dizoleiñ gouestlet d’ar gwerennoù-livet :
Dre an 49 gwerenn zo en iliz-veur (dibenn an XIXvet kantved – deroù an XXvet kantved), e vo gwelet istor ar gwerennoù-livet hag o c’hefridi a-hed ar c’hantvedoù. Dielfennet e vo un nebeud gwerennoù-livet skeudennus a-benn studiañ o lunioù, yezh ar skeudennoù ha displegañ ar pazennoù zo evit krouiñ ur werenn-livet.
Goude e ta ar skolidi da vout «gweraerion » d’o zro. Gant an dafar zo roet dezhe, e savont o gwerenn-livet o-unan. Gant al labour plijus-se e c’hellont diorren o barregezh ha dispakañ o ijin.
Morganez, leon, pennoù orbidus... Kizelladurioù e-leizh zo àr an tier ha savadurioù kêr, ouzh o c’hinklañ hag é vout testoù ag an istor. Graet eo ar weladenn-mañ evit ar skolidi kentañ derez ha drezi e kinniger dizoloiñ pinvidigezh ha liesseurted glad Gwened en ur c’hoari. Evit kavout poell ar weladenn e ranker dirouestlañ ur gudenn da bep tennad.
Mirdi an Arzoù-Kaer zo staliet e salioù meurdezus ar C’hoc’hu hag ennañ ez eus diskouezet taolennoù àr lien a bep seurt mod, ag an XIXvet hag an XXvet kantved.
Da zizoloiñ an dastumadoù e reer, da gentañ, anaoudegezh dre vras gant an oberennoù. Goude e klasker dielfenniñ pizh un nebeud taolennoù a-benn tostaat da veizadoù an aoziñ, an egor, ar sklêrijenn, al liv.
Gellout a reer frammiñ ar weladenn ivez àr-dro un tem, un hollad oberennoù arouezus, evel an dremmvro.
E div lodenn e vez graet ar weladenn-dizoleiñ gouestlet d’ar poltredoù :
Dre ar poltredoù diskouezet er mirdi, e lakaer ar gaoz àr an doare arz-se hag àr kefridi ar poltred a-hed ar c’hantvedoù.
Dont a ra ar vugale, goude, da vout arzourion ha patromoù, a-bep-eil. Gant ar pastel e vez treset e boltred d’ur skoliad, gwisket e mod ul livour gwezharall, gant ur c’hamalad dezhañ. Goude-se e vez eilpennet an traoù ha treset e boltred d’an eil gant egile.
Ur weladenn graet evit skolidi rummad ar re vras er skol-vamm hag evit ar CP ha CE1.
An tamm istorel pouezusañ a zastumadoù ar mirdi eo oberenn Delacroix ha drezi e c’heller kinnig red-buhez an arzour hag e blas el livouriezh romantel. A-ziàr ur savadenn skeudennoù e tosta ar skolidi da oberennoù Géricault, Girodet-Trioson, Prud’hon… Goude e tibabont un destenn lennegel a jaoj gant an daolenn, a-benn kloziñ ar weladenn ha digeriñ ar preder.
Er mirdi istor (Kastell-Gailhard) e virer dastumadoù ag ar ragistor hag an henamzer, zo é tont ag ar furchadegoù zo bet graet er meurvein hag el lec’hiennoù galian ha galian-ha-roman e departamant ar Mor-Bihan. Ouzhpenn ez eus dastumadoù ag ar grennamzer er Mor-Bihan (podoù pri, pezhioù moneiz, kizelladurioù…).
Gellout a reer gweladenniñ an dastumadoù henoniezh hervez meur a dem :
CITY HALL
Place Maurice Marchais
Tél. : 02 97 01 60 00
Ouverture:
Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.
CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL
7 rue Joseph Le Brix
Tél. : 02 97 01 60 00
Ouverture :
Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.
Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).
Saturday morning, home phone from 9h to 12h.