Gwened, kêr arz hag istor

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Gwened, kêr arz hag istor

Gwened, kêr arz hag istor

Al label " Kêrioù pe Broioù arz hag istor " a vez roet gant ministrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ d’ar strollegezhioù lec’hel o deus c’hoant talvoudekaat o glad hag aesaat krouidigezh ar savouriezh. Ar ger glad a ranker kompren gant e ster ledanañ, pa’z eus anv a savadurioù kêr koulz ha glad an natur, ar greanterezh, ar mor ...

Tremen a ra ar c’hoant-se dre sevel ur c’henemglev " Kêr arz hag istor " pe " Bro arz hag istor ", savet a-gevret gant ar strollegezh. Ennañ ez eus termenet palioù resis hag un arc’hantadur. E 1990 e oa bet Kêr Wened é siniñ ur c’henemglev Kêr arz hag istor gant ministrerezh ar Sevenadur.

Servij Buheziñ glad Gwened

Gant Servij Buheziñ ar glad eo kenurzhiet labourioù Gwened Kêr Arz hag Istor. Lakaat a ra pinvidigezhioù kêr da vout anavet ha rannet gant an annezidi, ar re yaouank hag an douristed.

Kinnig a ra a-hed ar blez dizoloiñ glad Gwened dre gweladennoù, abadennoù graet evit a bep seurt tud, embannadennoù.

E kenlabour gant servij rannvroel Renabl Breizh, emañ é renabliñ glad sevenadurel Gwened.

Titouroù :

Kêr Wened – Servij Buheziñ ar Glad
Ar C’hanndioù 15, straed an Nor Bostern 56000 Gwened
Pgz : 02 97 01 64 00 – Plr : 02 97 01 64 01

Palioù ar c’henemglev

Ur programm labour evit talvoudekaat ar glad ha kizidikaat an dud a bep seurt.


Kizidikaat an annezidi ouzh o endro beviñ ha broudiñ un touristerezh a-zoare

An annezidi eo kannaded kentañ ar gêr pe ar vro ; gweladennoù ha prezegennoù àr pep a zanvez zo ur roll anezhe evite, hervez ar glad, ar gêraozouriezh, ar savouriezh, o dibarded hag o nevezenti.

Kizidikaat ar re yaouank ouzh ar savouriezh, ar glad hag ar gêraozouriezh

Servijoù kelenn ar savouriezh hag ar glad zo e renk kentañ ar c’henemglev. Kenurzhiet int gant animatour ar glad ha mont a reont en-dro a-hed ar blez en ul lec’h a-ratozh. Atalieroù a zegemer skolidi ag ar skol-vamm d’ar c’hlas termen, e-pad an amzer skol hag e-maez an amzer skol (vakañsoù, hañvezh ar re 6-12 vlez...).

Kinnig ar gêr pe ar vro

Ouzhpenn lakaat àr-sav gweladennoù-dizoloiñ e vez erbedet gant ar c’henemglev krouiñ ur greizenn displegiñ ar savouriezh hag ar glad (KDSG, CIAP), evit kinnig ha kelenn istor hag emdroadur kêr, hag ivez ar raktresoù zo bremañ da aoziñ kêr.

Broudiñ a ra ivez da sevel teulioù kelaouiñ ha brudiñ hervez ar garta c’hrafek zo merk ar rouedad hed-ha-hed ar vro.

Penaos tizhout ar palioù ?

Krouiñ ur servij buheziñ evit ar glad hag ar savouriezh


Evit kas al labour-se àr-raok e ranker krouiñ ur servij buheziñ evit ar savouriezh hag ar glad ma vo un animatour ar savouriezh hag ar glad é labourat e darempred gant bleinerion-prezegennerion grataet ha gant ar frammoù sevenadurel ha touristel lec’hel.

Ministrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ a zegas skoazell d’ar strollegezhioù. Ur skoazell a-ratozh evit an tiriad zo anv anezhañ ha boutin da holl Gêrioù ha Broioù arz hag istor. Ouzhpenn ur skoazell argant e-pad pemp blezad kentañ ar c’henemglev, e vez sikouret gant stummadurioù evit animatourien ar savouriezh hag ar glad hag evit ar vleinerion-prezegennerion ha skoazell zo ivez evit sevel teulioù kelaouiñ, diskouezadegoù ha benvegoù pedagogel.

Ur rouedad vroadel a eskemmoù ha chemet

Ur rouedad vroadel a eskemmoù ha chemet


Ar rouedad vroadel a eskemmoù, skiant-prenet ha chemet zo gwarezet gant ul label enrollet en Ensavadur broadel ar berc’henniezh c’hreantel, hag a zle doujiñ d’ur gevrat palioù ha d’ur berzhded dindan evezh. Gant ur c’henlabour-pad gant ministrerezh ar sevenadur hag ar c’hehentiñ (renerezhioù rannvroel an aferioù sevenadurel ha renerezh ar savouriezh hag ar glad) e c’heller heuliiñ an oberoù àr hir dermen.

Nepell diouzh Gwened Kêr arz hag istor

Konk-Kerne, Dinan, Dinarzh, Felger, Gwenrann, An Oriant, Naoned, Roazhon, Gwitreg zo gante ivez al label Kêr arz hag istor.

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.