Gwened a-hed an istor

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Emdroadur kêr

Krouet e oa bet Gwened ouzhpenn 2000 blez zo e goueled ar Mor-Bihan. Kreskiñ a reas a-ziàr ar porzh, kalz a zifrae ennañ betek an XIXvet kantved.


Ar gêr gozh

Darioritum eo an anv kentañ

Ar gêr galian-ha-roman, krouet e dibenn ar Ikantved e-raok JK, em astenn àr dorgenn Boismoreau, a-dreist un aber. Darioritum zo savet en-dro d’ur forum bras, kreizenn velestradurel ha politikel bro ar Weneted. En diaz ag ar gêr ez eus ur porzh, a vroud ar c’henwerzh. E dibenn an IIIe kantved e oa bet savet ur castrum (lec’h magoeriet) àr an dorgenn anvet "ar Menez".

… ha Venetis an eil, e dibenn ar Vvet kantved.

Dont a ra an anv-se ag hini ar Weneted, Galianed trec’het gant Kaezar er blez 56 e-raok JK. Adimplijet e oa bet da vare diskar an impalaeriezh romanm. Mont a reas da vout skrivet Vennes e galleg, ha Gwened e brezhoneg.

Er Grennamzer

Adal ar Vvet kantved e oa bet un eskopti e Gwened. Kreskiñ a reas kêr en-dro da zaou lec’h : ar castrum (hag an iliz-veur) àr ar Menez, ha torgenn Boismoreau, ma oa ar gêr galian-ha-roman da gentañ. Mes dilezet e oa bet Boismoreau er Grennamzer uhelañ, evit mad ar castrum, diazez kêr ar Grennamzer.
En XIIvet ha XIIIvet kantved e oa bet nevesaet kêr, gant digoradur chanterioù bras : adsevel an, sevel ar c’hoc’hu, kempenn ar ramparzhioù… Ar rouedad hentoù a oa frammet-mat en-dro d’ar savadurioù bras-se.

E dibenn ar Grennamzer e ta Gwened da vout unan a gêrioù pennañ Breizh. Gant an dug Yann IV (1365-1399) e oa bet divizet lakaat sevel kastell an Erminig hag astenn ar magoerioù pelloc’h. Tremen a reas tachenn kêr a bemp da zek hektar. Em astenn a reas kêr trema ar porzh a oa birvilh àrnañ.  

Ar gêr nevez

Er XVIIvet kantved e oa bet meur a gouent é em staliiñ tro-ha-tro kêr. Etre 1675 ha 1689, àr-lerc’h ma oa bet harluet Breujoù Breizh a Roazhon da Wened, e oa bet roet lañs da savadurioù nevez, evel e kreisteiz ar gêr gloz. gant ur reizhiad kas dour ha rabinoù plantet a wez e oa bet kaeraet kêr ivez.

En XVIIIvet kantved e oa prederiet an dud gant lec’hidadur arporzh. Ret e oa bet sevel ur skluz skarzh ha kempenn kaeoù nevez. E-raok an Dispac’h e oa bet kroget da doulliñ torgenn Kerinoù, a-benn eeunaat naoz stêr Gwened, met ne oa bet echuet nemet er c’hantved àr-lerc’h.

Kêr en XIXvet hag XXvet kantved

E-pad an eil hanterenn ag an XIXvet kantved e oa bet savet tier er fabourzioù abalamour da zaou dra a zegasas buhez e kêr : an hent-houarn a oa erruet e 1862 ha, goude 1870, e oa daet daou rejimant kanolierezh d’em staliiñ e Gwened. Labouradegoù bihan ha strolladoù tier a oa bet savet e-tal an ti-gar, hag e karterioù ar c’hornôg a zaas da vout karterioù annez. Hentoù nevez zo kempennet, d’ober an dro d’ar magoerioù kozh, chomet mat en o sav. Lod kaer a strivoù zo graet evit sevel savadurioù foran evel ar prefeti hag anti-kêr.

Ar-lerc’h an eil brezel bed e oa kresket kalz kêr. Er blezadoù 1960-70 e oa bet savet Takadoù da Gêriekaaat da Gentañ e Kergadoù hag er Menemeur, ha kempennet e oa hent-tro an hanternoz. Evel-se e oa bet cheñchet kalz tachenn ar gêr, a ya bremañ dreist harzoù ar gumun. Mes he c’hreiz-kêr kozh zo bet miret mat gant Gwened, gant ar steuñv saveteiñ ha talvoudekaat a oa bet degemeret e 1982.

Gwened a-hed ar c’hantvedoù

Lec’h annez muiañ-karet duged Breizh e oa Gwened e dibenn ar Grennamzer, ha dont a reas da vout prefeti departamant ar Mor-Bihan e 1791.


Ur greizenn relijiel a bouez

E-kreiz ar gêr gloz emañ an iliz-veur Sant-Pêr, adsavet adal an XIvet kantved, a-dreist an tier arall. Eskob kentañ Gwened, sant Padern, en deus roet e anv d’un iliz kozh arall e kêr. Er Grennamzer e oa ag an iliz Sant-Padern un ehan àr hent pirc’hirinderion Tro Breizh. E 1418-1419 e taas an dominigad spagnol Visant Ferrer da Wened, e-lec’h ma varvas. Un devosion vras a oa evitañ. Sant paeron ar gêr eo. Àr-lerc’h an Enep-Disivoud e taas e-leizh a gouentoù en-dro d’ar gêr : Karmez, Ursulinadezed, Kapusined zo lec’hiet e karter ar porzh ; ar Jezuisted hag an Dominigiz zo diazezet en hanternoz hag e reter ar gêr.

Gwened, fleurenn dugelezh Breizh

A-c’houde ar brezel hêrezh a ra e reuz e Breizh en eil hanterenn ar 14vet kantved, duged familh Moñforzh a zibab Gwened d’ober o annez. Er 15vet kantved e oa eno Kambr ar C’hontoù, hag ar Stadoù en em vode alies e Gwened ivez. E 1485 e voe krouet parlamant kentañ Breizh gant an dug Frañsez II. En em vodañ a rae e Kastell-Gailhard.

Breizh staget ouzh Bro-C’hall

E 1488 e voe trec’het arme an dug Frañsez II gant soudarded Bro-C’hall, e Sant-Albin-an-Hiliber, tost da Roazhon. Dimeziñ a reas e verc’h, an dugez Anna, gant roueed Bro-C’hall Charlez VIII ha Loeiz XII, a glaskas lakaat un termen da frankiz Breizh. Mes e Gwened, e miz Eost 1532, ar roue Frañsez Iem gavas gant Stadoù Breizh, a c’houlennas e vize staget da viken Breizh ouzh Bro-C’hall. Kement-se a voe kadarnet, un nebeud mizioù àr-lerc’h e kastell Plessis-Macé en Anjou.

Ur porzh bras ha kêr-benn ar maezoù

Adal an Henamzer, kêr Wened a denn he mad diouzh pinvidigezh labour-douar ar c’heinvro ha dont a ra da vout ur greizenn genwerzh gwall oberiant. Àr-dro dibenn ar Grennamzer ha gant kresk ar c’henwerzh dre vor, e ta Gwened da vout ul lec’h-dastum gwin a bouez.

En XVIIIvet kantved ez eus aozet un nebeud merdeadennoù pell, diouzh porzh Gwened, mes ar riblerezh-aodoù eo micher pennañ martoloded ar vro betek an XIXvet kantved. Pan arru an hent-houarn, e 1862, ha pa cheñch ar modoù treuzdougen, ec’h a ar c’henwerzh dre vor d’an traoñ.

N’eus ket kalz a labouradegoù é em staliiñ e Gwened en XIXvet kantved. Ar chanterioù sevel-bagoù hag ar c’hovuerezhioù (kivijerezhioù) zo aspadennoù ag ar Renad Kozh. Serriñ a ra ar govuerezh diwezhañ e 1939. Er blezadoù 1960, gant Michelin é tont da Wened ha gant kresk ar gounezvouederezh, eo adlañset ar greanterezh er c’horn-bro.

Ur c’halvedigezh velestradurel ha touristel

Gwened a chom kreizenn velestradurel departamant ar Mor-Bihan. Abaoe un nebeud blezadoù ez eus digreizennet e Gwened meur a gevrenn skol-veur. Mes kreskiñ a ra an touristerezh hag ar sevenadur muioc’h-mui. E penn kentañ an XXvet kantved dija e veze kinniget d’an douristed mont da bourmen àr ar Mor-Bihan gant bagoù-dre-dan é vont kuit a Wened, hag ober o diskenn àr an inizi. Diwezhatoc’h, goude an eil brezel bed, e oa bet komprenet gant maer Gwened, Francis Decker, e oa posupl tenniñ splet ag ar glad evit diorren kêr en amzer da zont, ha kempennet e oa bet al liorzhoù e-tal ar ramparzhioù.

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.