Dizoloiñ glad Gwened

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

AR RAMPARZHIOÙ

Ramparzhioù Gwened zo unan ag an elfennoù a bouez a weler e kêr hag un testeni a 1 500 blez a istor vilourel.
E penn diwezhañ an IIIe kantved, ha pa oa an impalaeriezh roman àr an diskar, Gwened, anvet Darioritum en amzer-se, zo aotreet da sevel magoerioù difenn. Un castrum (lec’h magoeriet) zo savet er c’hornôg d’ar gêr galian-ha-roman, àr ar Menez tost. Un tric’horn a ra ar vagoer-difenn zo en he diabarzh ur gorread 5 hektar pe àr-dro.
Er Grennamzer Uhelañ e ta ar castrum da vout kalonenn kêr. Kempennet eo ar vagoer en XIIIvet kantved, ha kresket etre 1370 ha 1390 gant dug Breizh, Yann IV ; kreskiñ a ra gorread ar gêr gloz ag an hanter. Àr tu mervent ar vagoer nevez emañ harpet kastell an Erminig (aet da get), tost da zor Calmont.
Balegoù, tarzhelloù, tourioù a za da greñvaat ar reizhiad difenn er XVvet kantved.
E penn diwezhañ ar XVIvet kantved eo kreñvaet magoer ar Grennamzer gant begoù, evit bastañ da ezhommoù ar c’hanolierezh modern. Kentrell ar Waremm, savet etre 1626 ha 1628 gant an tisavour Augereau, eo an difenn diwezhañ savet e Gwened.

DOR BRIZON

Rummet evel monumant istorel d’an 2 a viz Mae 1912

Unan ag an dorioù koshañ eo da vont e-barzh ar gêr gloz. Er Grennamzer e oa anvet Dor Sant-Padern, abalamour da anv ar c’harter zo dirak. Dont a ra da vout ul lec’h bac’hiñ en XVIIIvet kantved, evel tour ar C’honestabl, ha kemer a ra tamm-ha-tamm an anv Dor Brizon.
Er XIVvet kantved hag e penn kentañ ar XVvet kantved, e lakaer balegoù ha goude pezhioù kanolierezh, àr an nor hag an tourioù.
Ur skouer vrav ag un nor greñv, gant ur reizhiad pontoù-gwint doubl, unan evit dor ar c’hirri hag unan evit an dud àr droad.

TOUR AR C’HONESTABL

Rummet evel monumant istorel d’an 28 a viz Mae 1927

Àr tu reter ar vagoer, dirak ar Waremm, e oa bet savet, e-kreiz ar XVvet kantved, tour ar C’honestabl. An tour zo ennañ pemp live ha daou viñs da bignat dezhe. Bout ma’z eus pezhioù kanolierezh er sal izel e servij an tour, dreist-holl, da lec’h-annez, evel ma weler er salioù uhel. Sklêrijennet eo pep sal gant fenestroù bras hag un oaled zo e-barzh pep hini anezhe.
Graet e oa an tour evit ar c’honestabl, penn armeoù an dug, ha moarvat e oa da vout un tamm ag ul lojeiz brasoc’h, pa weler ar roudoù mañsonerezh zo chomet da c’hortoz diouzh tu diabarzh ar magoerioù. Perc’hennet eo an tour gant an ti-kêr abaoe 1975 ; digor e vez d’an dud evit gweladennoù bleinet.

DOR SANT-VISANT

Rummet evel monumant istorel d’an 28 a viz Gouere 1928

E-mesk ar c’hwec’h dor a c’heller gwelet e kêr c’hoazh, dor Sant-Visant, a sko àr ar porzh, eo an hini veurdezusañ. Savet e oa bet dor Sant-Visant etre 1620 ha 1624 er vagoer a gloz kêr er c’hreisteiz e-tal ar porzh. Ur c’hantved goude, krignet ma oa gant ar mor, e oa bet kempennet e 1747 gant an ijinour Duchemin a vir an tal kozh, barok he zres.
Delwenn sant Visant Ferrer, paeron kêr, a oa bet lakaet en ur c’hustod uhel e 1891. Er blez-se e oa bet lakaet e-kreiz ur skoed-ardamez é tiskouez ardamezioù Gwened.
Diouzh tu ar porzh e oa, dirak an nor, ur pont daou-damm, er XVIIvet ha XVIIIvet kantved. Savet gant mein gwenn, ha dezhañ stumm ur Y, e kas da bep tu ag ar ganol. Mont a reas diàr wel pa oa bet savet ar blasenn Gambetta, e 1835.

KARTER SANT-PADERN

Eno e oa Darioritum gwezharall ha karter koshañ Gwened eo ; en douar e kaver roudoù ag ar forom, kibelldioù, villae...
Er Grennamzer Uhelañ e oa kreiz ar gêr àr an dorgenn dost, ar Menez, en-dro d’an iliz-veur. Er gêr gozh e oa savet an iliz kentañ gouestlet da sant Padern, e-pad ar VIIvet kantved moarvat.
En XIvet kantved emañ al lodenn a-ziàr ar maez ag ar gêr e parrez Sant-Padern. En-dro d’an iliz e kresk ur c’harter birvidik er Grennamzer hag en amzer vremañ : kovuerien, artizaned … zo é chom en tier o frammoù koad a c’heller gwelet straed ar Feutan pe straed Sant-Padern. En ostalerioù e roer bod d’ar veajourion a za a Naoned pe Roazhon.
E-tal ar c’harter artizanel ha poblek e saver, etre 1863 ha 1865, prefeti kaer departamant ar Mor-Bihan.

ILIZ SANT-PADERN

Enskrivet evel monumant istorel. Ar c’hloc’hdi : d’an 11 a viz Mezheven 1946 ; an iliz a-bezh : d’ar 17 a viz Gouere 2005

An iliz Sant-Padern, meneget adal an XIvet kantved ha gouestlet d’an eskob kentañ anavezet e Gwened, a oa un ehan a bouez àr hent pirc’hirinderion Tro Breizh er Grennamzer. E penn kentañ an XVIIIvet kantved e oa an iliz en ur stad fall, ha goude diskar an tour e miz Mae 1726, gant ur gorventenn, e oa bet divizet hec’h adsevel. Fiziet e oa bet al labour en tisavour a Wened Olivier Delourme. Gant hennen eo graet tresoù ar savadur ha renet al labourioù kentañ (keur, kazelioù, nev), e 1727-1728.
E penn diwezhañ an XVIIIvet kantved eo hiraet an nev gant daou dreuziad ha kregiñ a ra labourioù ar c’hloc’hdi-porched ; echuet e oa bet ar savadur àr-dro 1820.
En iliz-se, rustik he neuz, eo sachet evezh ar weladennerion gant pinvidigezh an arrebeuri. E pep chapel kostez, e pep kazel ag an iliz hag er c’heur ez eus ur stern-aoter hag an hini koshañ anezhe zo ag ar blezadoù 1690 (stern-aoter sant Izidor, e kazel ar c’hreisteiz).

SANT-PADERN HA TRO BREIZH

Ar skridoù kentañ a anavomp diàr-benn ar gristeniezh e Gwened zo ag ar Vvet kantved. Àr-dro 465 e oa bet bodet sened ar broviñs, renet gant an eskob Perpetuus a Deurgn, « en iliz Gwened ». Paternus, unan ag ar c’hwec’h prelat a oa eno, a anavomp evel eskob kentañ kêr Wened. Azeulerezh sant Padern a grog, marse e-pad ar VIIvet kantved. En XIIvet kantved e oa bet rentet da iliz-veur Gwened relegoù sant Padern, a oa bet kaset d’ar Berry da vare aloubadegoù an Normaned. A-c’houde e adkrog an devosion da eskob kentañ kêr. Diskouez a reer relegoù ar sant en iliz Sant-Padern a za da vout un ehan àr hent Tro Breizh.
Tro Breizh a grog er Grennamzer. E-unan pe gant tud arall e ra ar perc’hirin « Tro Breizh », en ur chom da bediñ àr bezioù seizh sant diazezer an eskoptioù kozh a Vreizh : sant Brieg, sant Maloù, sant Samzun e Dol, sant Kaourintin e Kemper, sant Paol, sant Tudual e Landreger, sant Padern e Gwened.
Mont a ra ar boaz-se da goll e dibenn ar Grennamzer, mes Tro Breizh a reer a-nevez a-c’houde un nebeud blezadoù hag àr an hentoù em adkav perc’hirinderion, baleerion pe tud sot gant istor Breizh.

AR C’HOC’HU

Enskrivet evel monumant istorel (bolz ha teir dor) : d’ar 25 a viz Genver 1929

Ar ger koc’hu (pe cohue e galleg ar c’hornôg) a ya da envel ul lec’h ma veze graet ar marc’had er Grennamzer. E-kreiz ar gêr gloz emañ koc’hu Gwened. Er Grennamzer e oa perc’hennet gant duged Breizh, unan a dudjentil kêr. En XIIIvet kantved e oa anezhañ un nev vras hepken (ar sal greiz bremañ) a roe bod da varc’hadourion kêr.
Er XVvet kantved e oa bet kempennet sal-varn an dug en estaj.
Er XVIIvet kantved e oa bet labourioù bras da gempenn ar sal uhel, ma veze degemeret abaoe 1552 lez-varn ar C’huzul Stad. Parlamant Breizh en em vode eno e-keit ma oa harluet e Gwened, etre 1675 ha 1689. Er memes amzer e oa bet digoret an nevioù kostez. Ar c’hoc’hu a ro bod hiziv da zalc’hadoù ha da ziskouezadegoù mirdi Arzoù-Kaer Gwened.

ILIZ-VEUR SANT-PÊR

Rummet evel monumant istorel d’an 30 a viz Here 1906

Àr lein ar Menez emañ an iliz-veur Sant-Pêr, a-dreist kêr hag unan ag ar monumantoù pennañ enni eo. Er XVvet kantved e oa bet kroget da adsevel an iliz-veur roman. Re gozh ha re vihan eo daet da vout da zegemer ar birc’hirinderion a za àr bez sant Visant Ferrer, marvet e Gwened e 1419 ha douaret e keur an iliz-veur.
Etre 1450 ha 1520 e oa bet savet an nev vras gant chapelioù kostez kempennet etre an harpelloù kreñv, tal ar c’hornôg (ma oa miret tour roman an hanternoz) hag ar c’hazelioù. Un nebeud blezioù a-c’houde e oa bet savet, en hanternoz d’an iliz-veur, chapel ar Sakramant Santel, ur skouer vrav a savouriezh an Azginivelezh.
E-pad an Enep-Disivoud e oa bet lakaet arrebeuri liderezh nevez en iliz, evel ar stern-aoter barok gouestlet da sant Visant. E-pad an eil hanterenn ag an XVIIIvet kantved e oa bet graet bolz ar savadur hag ar c’heur nevez.
En XIXvet kantved e oa bet adsavet tal ar c’hornôg, abalamour da stad fall ar savadur, en ur stil nevezc’hotek a oa diouzh ar c’hiz e-mesk diskibled Viollet Le Duc.

KASTELL-GAILHARD

Rummet evel monumant istorel d’an 3 a viz Genver 1913

E lein ar straed Noe emañ an ostel-se, a benn kentañ ar XVvet kantved, ha miret en deus e zoare kentañ. Savet e oa bet gant Yann a Valastred, kañseller an dug Yann V, ha gwelet a reer mat àrnañ renk sokial e berc’henn.
Àr un dachenn strizh emañ an ostel, àr bevar live. Mont a ra d’e ober daou savadur stag-ha-stag, savet e daou vare. Dirak e weler un tour a dalv da vont e-barzh. Ennañ ez eus ur viñs da bignat da bep live. En eil estaj e oa bet kempennet, er XVIIvet kantved, « kabined Tadoù an dezerzh » kinklet gant taolennoù livet er mod flamank. Kastell-Gailhard zo ennañ hiziv dastumadoù mirdi istor Gwened, ag ar ragistor, ar mare galian-ha-roman hag ar Grennamzer.

CHAPEL SANT IWAN

Enskrivet evel monumant istorel d’an 29 a viz Gwengolo 1975

Ar chapel-se, stag ouzh skolaj kêr renet gwezharall gant ar Jezuisted, a oa bet savet etre 1661 ha 1685 diàr tresoù ar frer Charles de Turmel, tisavour e Kompagnunezh Jezuz. Ur skouer vat eo a stil ar Jezuisted en amzer-se, awenet gant skouerioù barok Italia. Savet e oa bet gant mein gwenn, àr un diazez greunit, àr daou live kinklet gant un talbenn zo skrivet àrnañ lizherennoù ar Jezuisted : IHS (Jesus Hominum Salvator).
Ar chapel-se, savet gant un dro-spered garventez, prederiet gant an distro da zalvoudoù diazez ar gristeniezh, zo enni egorennoù eeun : un nev hepken, kazeloù bihan, ur c’heur strizh.
Kinklerezh an diabarzh zo eeun ivez. Mes ur stern-aoter bras-divent, savet e 1684 gant ar c’hizeller hag an tisavour Jean Boffrand, zo o kinklañ ar c’heur.
Serret e vez ar chapel Sant-Iwan d’an dud.

AN OSTELIOÙ PREVEZ

E-pad ar XVIIvet kantved e oa bet nevezet ar savouriezh e Gwened. En em zispakañ a reas neuze an tier mein na oant ket stank e-raok. Goude donedigezh da c’hortoz parlamant Breizh da Wened, e oa bet savet e-leizh a ostelioù gant greunit ha gant mein gwenn er gêr gloz.

An Ostel de Francheville. Enskrivet evel monumant istorel (gwere hag he zoenn) : d’ar 25 a viz Genver 1929 E korn plasenn ar Pouezioù ha plasenn al Lisoù, e sav an ostel-se da gard diwezhañ ar XVIIvet kantved. Savet eo bet gant mein tufev ha greunit, àr bevar live, hag ur were vistr zo en he c’horn, graet a dufev ha goloet gant un doenn gaer.
Avaze e c’heller gwelet an div blasenn. Anat eo e oa ar savadur-se lec’h-annez ur familh tudjentil a Wened.

Ostel Senant: E skeud an iliz-veur, straed ar Madobererezh, emañ savet an ostel Senant àr un dachenn vras. Tal an ti, tregont metr hed dezhañ, zo bet gwastet evit darn pa oa bet distrujet ar c’hordennoù-mur a-hed ar fenestroù. An ostel zo ennañ un adraoñ, un estaj hag ur solier edan an doenn, ha lukanioù gant talbennoù tric’hornek e mein gwenn àr-benn. Edan unan anezhe eo skrivet ar blezad 1680. Dre ar porched e c’heller gwelet ur porzh bihan hag ul liorzh kuzhet ouzh selloù an dud diavaez.

Ostel Roskañveg: An ti-se zo bet savet àr-dro 1680 gant Jean de la Landelle, aotrou Roskañveg, ha kuzulier e lez-varn Gwened, e-lec’h ur savadur koshoc’h. E straed strizh ar C’hoc’hu emañ an ti, hañval ouzh un tenn-anal e-kreiz tachennaoueg stank ar Grennamzer. Savet eo àr skouer ostelioù prevez ar c’hêrioù bras, a-stur gant ar straed, etre ur porzh hag ul liorzh en a-dreñv, pell diouzh ar selloù. Adkempennet eo bet an ostel en XVIIIvet kantved, ha chomet eo e piaou ar familh Roskañveg betek an Dispac’h.

AR PREFETI

Enskrivet evel monumant istorel (diaraog ha toennoù) d’an 29 a viz Gouel-Mikael 1975

Ur mell savadur eo ar prefeti, digoret d’an 23 a viz Eost 1865, edan ren Napoleon III. Savet eo bet àr dachenn kouent kozh ar Jakobined, ha hañval eo ar savadur meurdezus-se ouzh ar stil Loeiz XIII, evel e-leizh a savadurioù foran savet e-pad an Eil Impalaeriezh.
Treset eo bet gant tisavour an departamant Amé, evel un U, en-dro d’ur porzh enor rannet diouzh ar blasenn gant kaelioù uhel. Er mod m’eo savet an ti, gant ur savadur kreiz hag div gazel a-skouer a bep tu, e c’hell bout tri lec’h da labourat. Er savadur e penn ar porzh emañ ar salioù degemer ha ranndi prevez ar prefed ; ar gazel zehou a ro bod da servijoù ar c’huzul-departamant ; hag ar gazel gleiz d’an dalc’hioù ha d’an dielloù. Lusket eo tal e-raok ar savadur kreiz gant an toennoù pevar rabañs ha kinklet eo gant un talbenn ledan. Kizelladurioù an talbenn zo awenet gant an Impalaeriezh (erer an impalaer) mes ivez gant istor Breizh pa ziskouez Nevenoe, kont Gwened (819-851), hag Alan Varvek (936-952), daou zen a bouez en istor Breizh er Grennamzer Uhelañ. Tro-ha-tro d’ar prefeti ez eus ul liorzh vras pemp hektar. An darn vrasañ anezhi zo ul liorzh mod saoz, treset e 1862 gant Varé, ur savour-liorzhoù a Bariz, krouet gantañ koad Boulogne. En diaz a gazel an dielloù ez eus ul liorzh mod gall, 5 000 m² he gorread, treset e 1975. Ne vez ket digor al liorzh d’an holl.

AN TI-KÊR

Enskrivet evel monumant istorel d’an 2 a viz an Azvent 1992

Tres ur c’hastell ag an nevez-azginivelezh zo gantañ, savet m’eo bet gant an tisavour Amand Charier ; digoret e oa bet d’an 11 a viz Gourhelen 1886. Lakaet àr wel eo, lec’hiet m’emañ àr plasenn gozh ar marc’had ; e dal uhel gant mein gwenn àr bevar live a ro ur skeudenn simetrek anezhañ ; ar c’holonennoù hag ar pileroù a laka àr wel lusk an digoroù. Un dibab ledan a gizelladurioù a ya c’hoazh d’ober kinklerezh diavaez ar savadur-mañ, zo arouez galloud ar gumun. Ur c’hloc’hdi bihan, hañval ouzh ur befrez, zo àr lein. En diabarzh eo rannet an ec’honder gant diri ledan a gas da sal ar gouelioù en estaj. Sklêrijennet eo an egorenn-se gant ur werenn-livet a daolenn eured Anna Vreizh ha Charlez VIII e 1491, tra ma’z eus ur werenn arall e lein, kinklet gant ardamezioù kêr a daol ur sklêrijenn tanav àr marbr an diri hag ar garidoù.

KOC’HU AR PESKED

E 1821 e oa bet savet ur c’hoc’hu kentañ evit ar pesked, harp ouzh diardreñv ar savadurioù zo e straed Sant Visant, àr plasenn ar Beskerezh, al lec’h ma veze graet marc’had pesked abaoe dibenn ar Grennamzer. Dre m’o doa c’hoant pesketaerion d’endevout ur savadur brasoc’h ha propoc’h, e oa bet savet ur c’hoc’hu nevez e 1880 gant an tisavour E. de Lamarzelle. Savet eo gant greunit, àr 35 metr hed ha 13 metr led. En diabarzh ez eus 18 piler potin, lod anezhe kinklet gant kregin-sant-Jakez, da souten ur framm metal.
Hiziv ne vez ket diskarget o fesked àr ar c’haeoù gant ar besketaerion ken, mes edan ar c’hoc’hu e vez bec’h gant al labour bemdez ha muioc’h c’hoazh pa vez marc’had, d’ar merc’her ha d’ar sadorn.

KANNDI AR WAREMM

Kanndi ar Waremm, savet àr ribl ar Marl, en diaz ag ar ramparzhioù, zo en unan ag al lec’hioù ma vez tennet ar muiañ a boltredoù e Gwened moarvat. Daoust ma hañval bout kozh e oa bet savet ar c’hanndi etre 1817 ha 1821. Mont a ra d’e ober un trepas, toet gant mein-glas, a-hed kammdro ar stêr, hag un estaj gant ur vagoer he frammoù koad. En trepas toet-se e veze ar c’hannerezed pe ar gwalc’herezed a Wened ec’h ober o labour. An niver bras a oaledoù a ziskouez lec’hioù-bugadiñ.
Abaoe 1928 eo ar gumun a biaou kanndi ar Waremm. Reiñ a ra bod hiziv da servij Buheziñ ar glad e Kêr Wened.

AN TIER O FRAMMOÙ KOAD

E Gwened eo stank an tier o frammoù koad. Ar re goshañ anezhe a sav d’ar XVvet kantved, mes n’int ket stank. Ar re gaerañ, abalamour d’an aket zo bet lakaet d’o c’hinklañ, dreist-holl ar c’horbelloù, zo ag ar XVIvet kantved. Kavet e vezont da skouer straed Sant-Salaun pe e karter Sant-Padern. En amzer gozh e oa stalioù en adraoñ. Evel-se, e korn ar straed Noe, e weler c’hoazh ur barr-ti diouzh skeudenn perc’henned an ti, lesanvet a-gozh «Gwened hag e vaouez».
Framm an tier zo savet gant skoroù sonn a gemer harp àr tammoù prenn a-led, ar sablezennoù ; tammoù prenn arall, a-veskell, kenstrollet a-gebroù e stumm kroazioù , a ro starter d’ar framm. Etre an tammoù prenn eo leun ar magoerioù a dilh (ur meskad pri ha plouz).

GWENED HAG E VAOUEZ

Tal un ti e frammoù koad, a benn kentañ ar XVIvet kantved, zo kinklet gant ur gizelladenn greunit. Pennoù daou zen, n’anaver ket, zo o vinc’hoarzhin ouzh an dremenerion. Sur a-walc’h e oa ur barr-ti na ouier ket ken hiziv petra a dalv.

KOULEV

E dibenn an XIXvet kantved e ta an tier-hañv àr vord ar mor da vout un diverrañs modern. E 1878, perc’henned Koulev a gempenn an enezenn evit bout ur c’houronklec’h : ur poull dour-mor gant logelloù diwiskiñ àr e ribl, ur preti, ul leti bras, tier-prenn ; ur c’hazino a soñjer sevel zoken. Adal 1879 eo staget an enezenn ouzh an douar-bras gant ur chaoser, ar pezh a laka ar c’houronklec’h bihan da greskiñ.
Enez gwezharall zo daet da vout ur « c’harter » a Wened. Kavout a reer eno kenkizioù kozh, savet àr skouer tier-prenn Suis, diouzh ar c’hiz gwezharall. Daet eo ar poull-neuial da vout tra ar gumun, hag ul lec’h kouronkiñ a vourr tud yaouank Gwened gantañ. Ur porzhig klet eo Koulev evit ar vageerion hag al lec’h lestriñ evit Enez Arzh eo ivez.

AR SAVADUR PETITS-FERS

Enskrivet evel monumant istorel (tal a-raok, toenn ha framm metal) d’an 30 a viz Mae 2000

Dirak ar prefeti eo sachet ar selloù gant ar savadur-se, gant e ziavaez liesdoare hag an danvezioù diseurt implijet àr e dal e-raok. Elfennoù kinklus dibar zo mesket enne brikennoù, mein gwenn, kolonennoù potin ha prierezh amailhet. Aze e oa gwezharall ur ginkailherezh a-vras, anvet e-pad pell ar stal Petit-Fers, ha savet àr-dro 1894.
Emañ ar savadur-se àr daou live : un egorenn vras zo miret evit ar stal en diaz hag a-dreist ez eus ranndioù edan an doenn.

TIER AR BLEZADOÙ 1930

Etre an daou vrezel e kresk gorread Gwened, gant lodennaouegoù krouet gant perc’henned prevez evel, da skouer, straed Metz (lodennaoueg Gy), straed Paul Doumer (lodennaoueg Rochard), straed Paul Helleu (lodennaoueg ar Joentoù), straed Olier a Glison (lodennaoueg Martine).
An tier savet enne zo savet àr skouer ar savouriezh liesdoare a weler er c’hatalogoù pe er c’helaouennoù tisavourion en amzer-se.
Treset alies evel un L, an tier-se zo gante un tal a-raok kinklet hag ar pignon ret-holl. Hemañ diwezhañ a vez gwezhavez a-eeun gant ar c’harrdi, arouez a vodernelezh ar perc’henn.
An tal a sko àr ar straed a vez buhez ennañ alies, gant un indu livet, rizennoù diseurt, implij ar prierezh pe ar mozaik. Roll ar c’hinkladurioù, an houarn goveliet hag ar potin a fich ar balkonioù hag an dorioù-tal zo awenet alies gant an « Art déco », brudet gant diskouezadeg etrebroadel 1925.
Ar savouriezh-se a zinac’h kement dave a vehe d’ar savouriezh hengounel, a vez adkavet e kalz kêrioù e Frañs, en amzer-se.

AN ILIZOÙ MODERN

E-pad dek vlez, etre 1959 ha 1968, ez eus bet sakret peder iliz nevez e Gwened : Sant-Pius X e 1959, Sant-Gwenn e 1967, Itron-Varia Lourdes ha Sant-Visant e 1968.

Setu amañ div skouer :

Sant-Pius X (1959)En tisavour a Wened Guy Caubert de Cléry eo bet fiziet ar raktres da sevel un iliz nevez e karter ar Vadalen. Kemer a ra skouer àr tres iliz Riese en Italia, ar gêr ma oa bet ganet ar Pab Pius X ha dibab a ra implij betoñs armet. Ar liv gwenn splann, an tour-iliz 44 metr uhelder hag ar prenestroù strizh a stumm ur meni claustra, a ro ur santad skañvder. Gwerennoù ha gwerenn-livet dor-dal ar c’hreisteiz, graet gant daroù gwer tarzhet, zo bet treset gant André Mériel Bussy ha savet gant Lorin, mestr gweraer e Chartres.

Sant-Gwenn (1966-1967)Savet eo bet an iliz-se e kreisteiz karter nevez ar Menemeur, ha gouestlet eo da sant Gwenael. Skoet e vez spered ar weladennerien gant he framm uhel kerndalek ha gant he zour-iliz kelc’hiek distag diouzh ar peurrest ag ar savadur. Gant an diouer a bileroù en diabarzh e c’heller gwelet holl an ilizad tud a-gevret en ur rann ec’hon. Krouet o deus an disavourion, Eric Kasper ha Jacques Maisonneuve, ur santual modern ha dibar ma adkaver an emglev etre ar greunit hag ar c’hoad, kustum er rannvro, sklêrijennet gant gouloù ar gwerennoù-livet e liv.
Tost d’an iliz eo bet kempennet an aspadennoù ag ar chapel dismantret a oa e prioldi kozh Sant Gwenn, stag ouzh abati Sant-Gweltaz e Rewiz.

AR PORZH

Lec’hiet eo Gwened hag he forzh e goueled ar Mor-Bihan, en un aber. Betek an XIXvet kantved eo bet pinvidikaet kêr gant ar c’henwerzh dre vor. Mes, dre m’eo bet aloubet an aber gant al lec’hid, he deus ranket kêr, bepred hag atav, kemm ha kreskiñ aveadurioù he forzh. Adal ar mare galian-ha-roman, Gwened zo ul lec’h a genwerzh dre vor. Hervez ar studiadennoù e c’hellhe porzh gwezharall bout bet e-tal ar prefeti, e-harz torgenn Boismoreau, al lec’h ma oa ar geoded kozh.
Dre m’eo bet kemmet an aod, tamm-ha-tamm, eo bet bountet ar porzh trema ar c’hreisteiz. E dibenn ar XIVvet kantved, e oa moarvat etre plasenn ar Beskerezh hag an diaz ag ar straed Thiers. Pa oa bet astennet ar ramparzhioù e oa tostaet ar gêr gloz d’ar porzh : mont a raed ar gêr d’ar porzh dre Zor Gregenig. E skridoù ag ar XVvet kantved e lenner emañ le vieil port es douves de la ville, un quay au vin  (ar porzh kozh e-tal douvezioù kêr, ur c’hae evit ar gwin) e-tal douvezioù ha tarzhell Gregenig.
Er XVIIvet kantved emañ bepred ar porzh er c’hreisteiz d’ar gêr gloz hag e-kreiz e vrud emañ ar c’henwerzh dre vor. Dor Sant-Visant a oa bet digoret er vagoer e 1624. A-benn kas aesoc’h ar varc’hadourezh hag ar gwin dreist-holl, an dra a veze enporzhiet ar muiañ neuze, e oa bet kempennet ur c’hae mein àr ar ribl dehou, el lec’h m’emañ tier koshañ ar varc’hadourion. Astennet eo ar c’haeoù en XVIIIvet hag en XIXvet kantved a bep tu d’ar porzh. Labour zo evit ar chanterioù sevel bagoù. Brudet eo kilvizion Gwened evit o chas-mare, ur vag graet a-ratozh evit ar riblerezh-aodoù.
Evit kaeraat ar porzh e oa bet divizet gant Kêr, e 1712, plantiñ gwez a-hed ar ribl dehou. Ur rabin (anvet Rabine e galleg ivez) zo kempennet evel-se ha hiraet eo bet er c’hantvedoù àr-lerc’h, bep un tamm p’eo bet astennet ar c’haeoù ivez.
Bepred evit kaeraat al lec’h hag evit aesaat an tremen e oa bet krouet ar blasenn Gambetta , àr-dro 1830/1840. Bevennet eo ar blasenn gant savadurioù a ra un hanter-gelc’h. Renet e oa bet al labourioù, lerc’h-ouzh-lerc’h, gant an disavourion Brunet-Debaines ha Marius Charrier.
Mes ur chanter bras arall a oa bet e penn kentañ an XIXvet kantved, pa oa bet toullet torgenn Kerinoù. Gant an taol-se, ha n’eus ket e bar e lec’h arall e Breizh, e klasker eeuniñ, digammiñ kanol ar porzh, evit ma c’hellhe ar c’henwerzh àr vor kenderc’hel. Mouget eo tamm-ha-tamm, neoazh, e dibenn an XIXvet kantved. Rankout a ra ar porzh troiñ trema kas marc’hadourezh ha kas an douristed kentañ da inizi ar Mor-Bihan.
Hiziv e vez degemeret bagoù-plijadur er borzhlenn, kempennet e 1976. Er blezadoù-mañ a za, e cheñcho ar porzh c’hoazh, gant ar raktres votet gant ar c’huzul-kêr e 2003 (krouiñ ur parklec’h edan douar, sevel ur c’habitendi nevez, adkempenn ar c’haeoù,…). En ardraoñ d’ar porzh emañ bepred ar chanterioù sevel bagoù ha gante bremañ un deknologiezh uhel, pa savont bagoù bras da vont da redek en donvor.

SANT VISANT FERRER

An den-se, bet ganet e Valencia e Spagn e 1350, a zaas da vout Dominigad d’ar oad a 17 vlez.
Beleg ha mestr bras àr an doueoniezh, e kemeras perzh e Disivoud Meur ar C’hornôg, a oa bet daouhanteret ar gristenien gantañ etre 1378 ha 1417. Tost e oa Visant Ferrer da gardinal Aragon, Pedro de Luna, a zaas da vout pab en Avignon, ha reiñ a reas skoazell dezhañ a-enep pab Roma. Pa zaas Pedro de Luna da vout dilennet da bab en Avignon (edan an anv Benead XIII, an « Enep-pab »), e taas Visant Ferrer da vout e gofesour. Mes, e 1416, prederiet gant unaniezh an Iliz, Visant a zilezas kostezenn Benead XIII, evit anavout pab Roma.
Ur prezegour eo Visant Ferrer ivez. Adal 1399 e veaj dre Europa (Italia, Frañs, Suis…). Dont a ra e-leizh a dud da selaou ar prezegenner dispar-se hag e sarmonioù spontus a-zivout ar Varn diwezhañ.
E 1418 ez arru Visant Ferrer da Vreizh, en e 68 vlez. Respont a ra evel-se da bedadenn an dug Yann V a fall dezhañ e tahe an Dominigad da brezeg an aviel e-mesk pobl Breizh, zo mesket en he feiz ar gristeniezh hag ar c’hredennoù kozh chomet àr-lerc’h ar baganiezh. Erruout a ra Visant en ur vro zo pinvidik a-walc’h , dre m’eo chomet neptu an dug Yann V e-pad ar brezel etre ar C’hallaoued hag ar Saozon en deus drailhet Bro-C’hall. Mes gwall skoet eo bet an dud gant ar vosenn hag an naonegezh.
Mont a ra Visant Ferrer a-hed hag a-dreuz an dugelezh e-pad daou vlez. Distreiñ a ra da Wened, skuizh ha klañv, ha mervel a ra eno e 1419. Beziet eo en iliz-veur Sant-Pêr. Digoret eo ar prosez evit e lakaat da sant, àr c’houlenn duged Breizh, e 1451. E 1455 e oa bet embannet gant ar pab Callistus III e oa lakaet Visant da sant.

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.