Gwened, ur greizenn verdeiñ a-zoare

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Gwened, tamolodet e goueled ar Mor-Bihan ha bet priziet meur a wezh evel Kêr zo ar muiañ a vegon ganti e Frañs, zo anezhi ur porzh annez evit kalz a embregerezhioù emeur o tiorren.
Kêr Wened, kreñvaet gant MULTIPLAST, he deus sikouret krouiñ e Park ar Mor-Bihan, àr ribloù ar pleg-mor, ur pol a-zoare àr dachenn an empenniñ hag ar produiñ bagoù graet evit keveziñ. Evel-se e oa deuet ar Stroll FINOT, ar C’habined lestrsavouriezh Marc VAN PETEGHEM ha Vincent LAURIOT-PREVOST ha skourr keveziñ ar gouelieriezh NORTH SAILS d’en em ziazeziñ e Gwened e-pad an daou vlez diwezhañ.

Abaoe an hañv 2004 ez eus bet pilet rekordoù er bed a-bezh gant bigi-dre-lien zo bet empennet pe zo bet savet e GWENED.


Strollet eo an embregerezhioù-se àr an hevelep lec’h hag e-se ez eo ur gwir skeudenn deknologel evit ar c'hevezadegoù bageal en ur vro m’eo stank-kenañ dija an embregerezhioù pennañ ag ar bed a-bezh ; ouzhpenn 80 embregerezh evel-se, ma labour tost da 500 den, zo é labourat àr dachenn ar bageal e Bro Gwened. En o mesk emañ ar re-mañ :

Saverion bennañ àr o zachenn

  • MULTIPLAST (luc’hskeudenn), hag he bagoù-dre-lien gwellañ zo bet skoet rekordoù d’an traoñ gete er bed a-bezh (ORANGE 1 ha 2, CLUB MED, GERONIMO…, kenkoulz ha GROUPAMA 3)
  • BIC SPORT, an embregerezh kentañ er bed evit sevel plankennoù-dre-lien ha seurfoù.
  • KELT, an 3e embregerezh a Frañs evit sevel bagoù-dre-dan da vageal.
  • PLASMOR, an embregerezh kentañ evit sevel kaiakoù-mor e Frañs.
  • SEAGULL, embregerezh kentañ ar sevel kirri-dre-lien er bed a-bezh

NORTH SAILS :  ar gouelierezh brasañ er bed, un embregerezh hollvrudet e bed ar bagoù keveziñ dreist-holl (B&Q/CASTORAMA, GERONIMO, K-CHALLENGE, KINGFISHER…)

Lestrsavourion vrudet
Gilles OLLIER Design team : ur burev studi enframmet e MULTIPLAST  ; empennet en deus ar bagoù ORANGE I ha II, CLUB MED peurgetket…

Ar Stroll FINOT : Ar C’habined lestrsavouriezh en deus savet an niver brasañ a vagoù-bale er bed, gant 30 000 bag en implij hiziv c'hoazh. Empennet en deus ivez an unkouc’hoù 60’ zo bet trec'h er peder redadeg-vor VENDEE GLOBE diwezhañ.

Vincent LAURIOT PREVOST - Marc VAN PETEGHEM. Empennet o deus al lieskouc’hoù keveziñ : GROUPAMA 1, 2 ha 3, GERONIMO, BONDUELLE, BELGACOM, GEANT … kenkoulz ha L'HYDROPTERE.

Benoît CABARET, Lestrsavour kevredet gant Nigel IRENS ; savet en deus an tric'houc'hoù-mañ : B&Q/CASTORAMA, BAYER CROPSCIENCE, FUJIFILM.

Guillaume VERDIER, Lestrsavour ; labouret en deus er Stroll FINOT hag abennikaet eo àr an unkouc'hoù keveziñ hag al lieskouc'hoù keveziñ (PRB, « Dourblaverez » Yves PARLIER…)

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.