Amañ emaoc'h :
Gwened, tamolodet e goueled ar Mor-Bihan ha bet priziet meur a wezh evel Kêr zo ar muiañ a vegon ganti e Frañs, zo anezhi ur porzh annez evit kalz a embregerezhioù emeur o tiorren.
Kêr Wened, kreñvaet gant MULTIPLAST, he deus sikouret krouiñ e Park ar Mor-Bihan, àr ribloù ar pleg-mor, ur pol a-zoare àr dachenn an empenniñ hag ar produiñ bagoù graet evit keveziñ. Evel-se e oa deuet ar Stroll FINOT, ar C’habined lestrsavouriezh Marc VAN PETEGHEM ha Vincent LAURIOT-PREVOST ha skourr keveziñ ar gouelieriezh NORTH SAILS d’en em ziazeziñ e Gwened e-pad an daou vlez diwezhañ.
Abaoe an hañv 2004 ez eus bet pilet rekordoù er bed a-bezh gant bigi-dre-lien zo bet empennet pe zo bet savet e GWENED.
Strollet eo an embregerezhioù-se àr an hevelep lec’h hag e-se ez eo ur gwir skeudenn deknologel evit ar c'hevezadegoù bageal en ur vro m’eo stank-kenañ dija an embregerezhioù pennañ ag ar bed a-bezh ; ouzhpenn 80 embregerezh evel-se, ma labour tost da 500 den, zo é labourat àr dachenn ar bageal e Bro Gwened. En o mesk emañ ar re-mañ :
Saverion bennañ àr o zachenn
NORTH SAILS : ar gouelierezh brasañ er bed, un embregerezh hollvrudet e bed ar bagoù keveziñ dreist-holl (B&Q/CASTORAMA, GERONIMO, K-CHALLENGE, KINGFISHER…)
Lestrsavourion vrudet
Gilles OLLIER Design team : ur burev studi enframmet e MULTIPLAST ; empennet en deus ar bagoù ORANGE I ha II, CLUB MED peurgetket…
Ar Stroll FINOT : Ar C’habined lestrsavouriezh en deus savet an niver brasañ a vagoù-bale er bed, gant 30 000 bag en implij hiziv c'hoazh. Empennet en deus ivez an unkouc’hoù 60’ zo bet trec'h er peder redadeg-vor VENDEE GLOBE diwezhañ.
Vincent LAURIOT PREVOST - Marc VAN PETEGHEM. Empennet o deus al lieskouc’hoù keveziñ : GROUPAMA 1, 2 ha 3, GERONIMO, BONDUELLE, BELGACOM, GEANT … kenkoulz ha L'HYDROPTERE.
Benoît CABARET, Lestrsavour kevredet gant Nigel IRENS ; savet en deus an tric'houc'hoù-mañ : B&Q/CASTORAMA, BAYER CROPSCIENCE, FUJIFILM.
Guillaume VERDIER, Lestrsavour ; labouret en deus er Stroll FINOT hag abennikaet eo àr an unkouc'hoù keveziñ hag al lieskouc'hoù keveziñ (PRB, « Dourblaverez » Yves PARLIER…)
CITY HALL
Place Maurice Marchais
Tél. : 02 97 01 60 00
Ouverture:
Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.
CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL
7 rue Joseph Le Brix
Tél. : 02 97 01 60 00
Ouverture :
Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.
Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).
Saturday morning, home phone from 9h to 12h.