Tri stumm merdeadenn a ginniger a Wened : gweladenniñ ar Mor-Bihan, treizhiñ betek inizi ar Mor-Bihan pe re ar mor-bras ha debriñ-merdeiñ àr ar Mor-Bihan
Gweladenniñ ar Mor-Bihan
E Gwened–Gar-vor, àr-hed pemp munut diouzh kreiz-kêr, ez eus teir c’hompagnunezh é kinnig troiadoù displeget tro-dro d’ar Mor-Bihan gant pe hep un ehan àr an inizi – Enizenac’h, An Arzh - àr vourzh herrvigi mat da zegemer kalz a dud (etre 100 ha 300 den). Parklec’hioù evit ar c’hirri-boutin zo er gar-vor hag ur sal-diskuizhiñ zo evit ar vleinerion.
Navix – Gar-vor – Park ar Mor-Bihan
Pgz. : 02 97 46 60 00 Compagnie des îles - Gar-vor – Park ar Mor-Bihan
Adal kreiz miz Ebrel betek fin miz Gwengolo - Pgz : 0 825 134 100 La Compagnie du Golfe – Loc’hañ a Wened-Koulev ha Sine-Barrarac'h.
Adal Pask betek fin miz Gwengolo - Pgz. : 02 97 01 22 80
Treizhiñ d’an inizi
HOUAD
Lestriñ e Gwened ha Porzh-Noaloù COMPAGNIE DES ILES - Gouere-Eost
Pgz. : 02 97 46 18 19
ARZH
Lestriñ e Gwened (Koulev) pe Sine LA COMPAGNIE DU GOLFE -
Pgz. : 02 97 01 22 80
AR GERVEUR Lestriñ e Gwened - Porzh-Noaloù– An-Drinded
NAVIX – Gar-vor – Park ar Mor-Bihan
Pgz. : 0 825 132 100
Debriñ-merdeiñ
Lestriñ e gar-vor Gwened, àr-hed 5 munut diouzh kreiz-kêr, àr vourzh ar "Morbihan", ul lestr preti gwel-meur gant 140 plas da zebriñ, gant ul leurenn dañs, dafar son ha goulaouiñ. 3e30 é verdeiñ e-pad e bred da verenn ha da goan. E-pad ar pred-merdeiñ sklerijennet gant goulaouennoù-koar e kinnig ar "Morbihan", gras d’e luc’hvannerioù galloudus, un arvest marzhus hag estonus dre souezhiñ miliadoù a evned en o endro naturel.
Navix - Gar-vor – Park ar Mor-Bihan
Pgz. : 0 825 132 100
Da welet ivez