E-pad an hañv e kinnig Kêr Wened kirri-boutin d’an dud evit netra.
Etre ar Sadorn 1añ a viz Gourhelen hag ar Sul 27 a viz Eost e vo ur c’harr-boutin bep 15 munut a 10 eur da vintin da 7eur 30 d’abardaez, da vont a Bark ar Mor-Bihan da greiz-kêr.
D’ar Sul ha d’an deizioù gouel e vo etre 1eur 30 ha 7 eur 30 g.m. D’ar Merc’her ha d’ar Sadorn (pa vez marc’had) e krogo adalek 9 eur da vintin. D’ar 14, 16
a viz Gourhelen ha d’ar 15 a viz Eost e vo kinniget ar servij betek 1 eur 30 noz gant div wezh muioc’h a girri-boutin.
Daougementet e vo ivez àr an deiz e-pad Gouelioù an istor (12, 13, 14 a viz Gouere) ha Gouelioù an Arvor (ag an 13 d’ar 15 a viz Eost)
E-pad Gouelioù an istor, ar c’harr-boutin digoust etre ar Porzh ha Park ar Mor-Bihan a grogo da 1 eur 30 g.m. ivez met un astenn a vo betek 1 eur 30 da vintin. Tremen a raio bep kard-eur. Daou ouzhpenn a vo kinniget d’an dud d’ar 14 a viz Gouere goude an tan-arvest.
Karr-boutin digoust an Hanternoz é loc’hiñ ag ar Republik
Daou zisparti : 0 eur 30 hag 1 eur da vintin. Arsavioù : Republik - La Bourdonnaye - Sant-Gwenn – Jean Moulin – Degas – P. Bonnard – Kerizag – Pompidou – Kabiten Jude. Karr-boutin digoust ar C’hreisteiz é loc’hiñ ag ar Porzh(straed ar Porzh, lec’h dispartioù ar c’harr-boutin)
Daou zisparti : 0 eur 30 hag 1 eur da vintin. Arsavioù : Ar Rakkêr – Skwar ar Mor-Bihan – Avel Dro – W. Churchill – Radieuse.