Deuet eo a-benn Gwened, ur gêr istorel anezhi ha bet sez Parlamant Breizh da viret bev ar roudoù pennañ ag hec’h istor pinvidik. Tost da liorzhoù en o bleuñv e kaver ar mogerioù-difenn hag o foulloù-kannañ, an Iliz-Veur, ar C’hoc’hu hag ar mirdioù.
Park ar Mor-Bihan, eñ, a zegemer an akwariom, ar gar-vor da vont da weladenniñ ar Mor-Bihan, liorzh ar balafenned, mirdi “Kabiten un deiz”, ar bowling… kement a zudioù na c’hell ket an den ankouaat.
Evit dizoloiñ kêr gozh Gwened ez aoz servij buheziñ ar glad gweladennoù bleinet evit an hiniennoù, tud deuet pe yaouankizoù, àr an deiz, diouzh an noz ha dre demoù
Merdeadennoù àr ar Mor-Bihan
Tri stumm merdeadenn a ginniger a Wened : gweladenniñ ar Mor-Bihan, treizhiñ betek inizi ar Mor-Bihan pe re ar mor-bras ha debriñ-merdeiñ àr ar Mor-Bihan