Kêr Wened he deus embannet ul levr da ginnig an holl obererezhioù digor d’an holl, yaouank pe yaouankoc’h, kevredigezhioù hag embregerezhioù.
Kinnig a ra ar sturlevr-se an aveadurioù kinniget d’an dud, e Mediacap, er Burev Titouriñ Yaouankiz (BTY), e Ti ar C’hevredigezhioù, er Greizenn Henri Matisse, er Mediaouegoù hag en Tiez Karter.
Kinniget e vez el lec’hioù-se :
- ur moned digoust da Internet ha skoazell evit an implijerien,
- stummadurioù diazez e stumm skoazell personelaet pe atalieroù a-stroll,
- ur moned d’ar meizantoù frank (dre al lec’hienn),
- atalieroù bugale/krennarded dre ar gwikefreoù « Tikedoù sport-dudi » ha Kevrat Amzer Vak gant ar KGT,
- dafar evit an embregerezhioù, da skouer ur servij pellbrezegenniñ.
Er sturlevr ez eus ivez fichennoù pleustrek ha tunioù da verdeiñ gwelloc’h ha d’en em gompren… etre merdeerien !
Tu zo da dapout ar sturlevr-se e burev-degemer ar c’hreizennoù meneget amañ uheloc’h hag ivez e burev-degemer an Ti-kêr.