Emañ Kêr Wened é prientiñ donedigezh ar c’has uhel-kenañ àr he zachennad dre zibab postiñ argant e sevenidigezh ur rouedad-kêr a wiennoù optikel 39 km hed.
Emañ Kêr Wened oc’h emouestliñ e kudennadur an uhelgas, ha dibabet he deus seveniñ un danframm gouzañv evit ar c’hehentiñ elektronek uhelgas (gouhinoù ha gwiennoù n’int ket gweredekaet). Er pleustr e talvez ar raktres-se kement hag astenn ar rouedad zo anezhi, hag a zarempred lod ensavadurioù kêr dija.
N’em laka ket Kêr Wened da oberataer servijoù, da verour danframm pellgehentiñ (meradur eeun) ne lavaromp ket. A-bouez ur pennwir feurmiñ, e vo digor ar wienn optikel d’an embregerezhioù publik pe prevez o deus c’hoant da gevreiñ o lec’hiennoù etreze, ha d’an oberataerien a c’hello hec’h implijout da ginnig kas uhel-kenañ d’o arvalien.
1,2 million a euroioù e tlefe koustiñ sevenidigezh ar rouedad suraet-se, dezhi 39 km. Gant al linenn, stummet evel ur boukl, e vo darempredet an ensavadurioù foran pennañ (kêr, kumuniezh tolpad-kêrioù, kuzul-departamant ar Mor-Bihan, Skol-veur Kreisteiz Breizh…), al lec’hioù m’emañ an oberataerien, hag implijerien ar rouedad rannvroel Megalis (ospitalioù, Rannvro, ESSM, KROSS, Ensellerezh an akademiezh…) hag an darn vrasañ ag an takadoù obererezh.
Ur gwir venveg diorren armerzhel eo ar rouedad-se. Ganti e sacho hon tachennad muioc’h a dud c’hoazh hag e c’hello Gwened en em gavout, àr an dachenn-se, e live kêrioù bras Frañs.