Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Dizoleiñ Gwened > Teknologiezhioù ar c’helaouiñ hag ar c’hehentiñ

Teknologiezhioù ar c’helaouiñ hag ar c’hehentiñ

Teknologiezhioù ar c’helaouiñ hag ar c’hehentiñ (TKK), anvet ivez « teknologiezhioù nevez », a verk an dafar zoSellet a reont ouzh an holl c’hennadoù ha n’eus harz ebet d’o implij.

ezhomm evit ober gant titouroù hag o c’has dre rouedadoù.

 

Er strollegezhioù e vezer boas da renkiñ an TKK e teir rann bennañ :

lakaat rouedadoù hag ar Genrouedad uhelgas àr-sav – rouedadoù optikel, darempred gant an oberataerien

ar servijoù d’ar velestridi – e-melestradur, lec’hienn Internet, difraeoù enlinenn, tres etreoberiat

an implijoù hag an traoù a ya d’o heul – egorennoù foran niverel, oberoù gant ar skolioù pe ar c’hevredigezhioù, stignadurioù evit an embregerezhioù.

 

Abaoe pell e kemer preder Kêr Wened gant an holl grafoù-se hag anavezet eo bet hec’h engouestl e live ar vro (Kêr Internet @@@@).

 

Er rubrikenn-mañ e vo kinniget deoc’h an embregadennoù pouezus zo bet er gennad-mañ a emdro dizehan.


Tres Kêr hag al luc’hskeudenn dre nij
Tres Kêr hag al luc’hskeudenn dre nij

Un tres etreoberiat a gêr zo etre ho taouarn. Tennet eo bet an titouroù anezhañ a reizhiad titouriñ douaroniel an ti-kêr, ar pezh a dalvez e c’hallit ho pout fiziañs enno.


Lenn àr-lerc’h


Rouedad uhelgas a wiennoù optikel
Rouedad uhelgas a wiennoù optikel

Emañ Kêr Wened é prientiñ donedigezh ar c’has uhel-kenañ àr he zachennad dre zibab postiñ argant e sevenidigezh ur rouedad-kêr a wiennoù optikel 39 km hed.


Lenn àr-lerc’h


Niverenn ar bajenn : 1 | 2 | 3 | ››