Teknologiezhioù ar c’helaouiñ hag ar c’hehentiñ (TKK), anvet ivez « teknologiezhioù nevez », a verk an dafar zoSellet a reont ouzh an holl c’hennadoù ha n’eus harz ebet d’o implij.
ezhomm evit ober gant titouroù hag o c’has dre rouedadoù.
Er strollegezhioù e vezer boas da renkiñ an TKK e teir rann bennañ :
lakaat rouedadoù hag ar Genrouedad uhelgas àr-sav – rouedadoù optikel, darempred gant an oberataerien
ar servijoù d’ar velestridi – e-melestradur, lec’hienn Internet, difraeoù enlinenn, tres etreoberiat
an implijoù hag an traoù a ya d’o heul – egorennoù foran niverel, oberoù gant ar skolioù pe ar c’hevredigezhioù, stignadurioù evit an embregerezhioù.
Abaoe pell e kemer preder Kêr Wened gant an holl grafoù-se hag anavezet eo bet hec’h engouestl e live ar vro (Kêr Internet @@@@).
Er rubrikenn-mañ e vo kinniget deoc’h an embregadennoù pouezus zo bet er gennad-mañ a emdro dizehan.
Laouen eo Pierre Maréchal, eilmaer e karg ag ar C’helaouiñ, ar C’hehentiñ ha Teknologiezhioù ar C’helaouiñ, é kinnig deoc’h lec’hienn nevez Kêr Wened.
Gant ar benveg kehentiñ nevez-mañ, deuet diàr labour holl servijoù kêr, e vez kinniget deoc’h :
- endalc’hadoù nevez, nevesaet tostik-tost d’ar vammenn
- un dorikell elektronek enlinenn evit ho tifraeoù
- un tres a gêr etreoberiat gant luc’hskeudennoù tapet gant kirri-nij
- ur reizhiad merdeiñ aesoc’h da implijout (gant ul lusker enklask peurgetket)
- ur garta c’hrafek heneuz. Ar merdeer a c’hallo personelaat e zor-dal evit monet buanoc’h d’an traoù eo dedennet gante.