Ag e seizh gwellañ e ra skipailh an dachenn-gampiñ evidoc'h d’endevout vakañsoù a-feson. Servijoù ha kenwerzhioù e-leizh a vez kinniget deoc'h.
Un davarn-preti gant predoù simpl (digor bep dibenn-sizhun a-raok pe goude an hañv ha bemdez adalek kreiz miz Mezheven), boued da gas ganeoc'h, gwerzh viennerezh, kannerezed, sec'herezed, taolioù-feriñ, lizheroù, logell-bellgomz.
Pled a daol ivez an dachenn-gampiñ ouzh surentez an dud dre serriñ mont-tre ar c'hirri adal 10e30. Ur gward noz a vez ivez e miz Gouere hag e miz Eost.