Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Dizoleiñ Gwened > Tachenn-gampiñ kêr > Kinnig an dachenn-gampiñ

Kinnig an dachenn-gampiñ

Un dachenn-gampiñ teir steredenn eo, meneg « touristerezh ». 247 plas zo dezhañ, en o mesk 145 zo « aezamant uhel », àr ur gorread a 5 ha .


Mobil-homoù ha karavanennoù a c'heller feurmiñ hag àr al lec'h e vo kavet ivez un dachenn miret evit ar c'hirri-kampiñ hag un dachenn evit an teltennoù.


Aveadurioù aes o implij zo etre ho taouarn : tri lec'h sal-dour ha privezioù (gwalc'herizioù ha logelloù strinkadennoù, dour tomm ha yen digoust, darioù da gannañ dilhad ha da skaotañ al listri), beselierioù dasparzhet dre an dachenn-gampiñ, un davarn-preti,…

Camping municipal
188 avenue Maréchal Juin
BP 509 - 56019 Vannes cedex
Tél.: 02 97 63 13 88


Da lenn
Da bellgargiñ