Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Dizoleiñ Gwened > Tachenn-gampiñ kêr > Dudi hag abadennoù

Dudi hag abadennoù

E-leizh a aveadurioù dudi zo e-barzh tachenn-gamiñ Koulev. E-pad an hañv e c'hell ar vakañserion ivez kemer perzh en ur bochad abadennoù digoust.


Kinnig a ra an dachenn-gampiñ forzh obererezhioù da reiñ plijadur d'ar re vihan koulz ha d'ar re vras en un aergelc'h familh ha mignoniezh. terrain de pétanque
Aveadurioù dudi evit an holl : tachennoù c'hoari (volley, petank, c'hoarioù evit ar vugale), skinwel, tennis taol.

E miz Gouere hag e miz Eost e kinnig an dachenn-gampiñ obererezhioù all digoust : karaoke, loto gant ur bern prizioù da c'hounit, ur genstrivadeg petank bep sizhun, stalioù « natur ha dizoloiñ» gant Ti Natur Kêr Wened (Evned koad er Mor-Bihan ha C'hoari roudenn), kontadennoù ha mojennoù Breizh, troioù-bale kentañ àr boneed Shetland…