Gourenez Koulev zo un eurvad d’ar vakañserion pa gaver enni ur poull-neuial gant dour mor hag ur gaer a draezhenn.
300 m hepken diouzh an dachenn-gampiñ e kinnig Gourenez Koulev ur poull-neuial dour mor gwall souezhus hag ur gaer a draezhenn.
Ur mestr neuñver saveteer a vez eno da evezhiiñ ar c’houronkañ. Gant se e c’hell ar vugale endevout plijadur ha bout e surentez.
Evit un devezh merdeiñ a chomo da viken en hoc’h eñvor e c’hellit lestriñ er c’hourenez da vont da zizoloiñ unan ag an 356 enezenn pe ober tro ar Mor-Bihan.
An hin dous, heoliek, ha kaerded an aodoù a laka Mor-Bihan Gwened da vout ul lec’h touristel brudet na c’hello ket ho leuskel diseblant.