1 000 gwezenn zo bet plantet e Gwened etre 2005 ha 2007.
Gwened « kêr liorzh» he deus tapet al label 4 bleuñvenn ha Priz Meur Broadel ar Bleuñviñ abaoe
1998 (titl tapet en-dro e 2002 ha 2005). Kas a ra ur politikerezh da viret hec'h endro beviñ. Oberoù a vez kaset da benn gant servijoù an takadoù glas ha lakaet int e pleustr gant 55 implijad a gempenn 160 ha. Ouzhpenn se he deus c’hoant kêr da zerc’hel gant he folitikerezh evit gwellaat an endro ha se zo kaoz he deus divizet e-pad Kuzul-Kêr an 29 a viz Meurzh 2004 da heuliiñ ur program plantañ liesvloaziek. Ar pal a oa plantañ 1000 gwezenn nevez ouzhpenn ar 4 000 gwezenn a-steudadoù a oa dija àr ar gumun.
Dibabet e oa bet ar spesadoù gwez hervez meur a dra ha meur a redienn. En o mesk e oa ledander an hentoù, talbennoù ar savadurioù, ar rouedadoù en aer hag edan douar, hag ezhommoù ar parkiñ. E-pad tri bloaz e oa lakaet ar program plantañ gant 200 000 euro postet evit pep koulzad.
Dibab ar spesadoù gwez
An hentoù bras
Dibabet ez eus bet spesadoù krenn hag a oa etre 10 ha 15 metr o ment. Skav-gwrac’h platan, Kistinenned ruz, Derv, Onn, Mikokoulez, Kraoñenned Turkia, Kopalmez Amerika, Gwez-tulipez Amerika, Faou-put, Gwez ar pagodennoù, Tilh, Magnolia
Hentoù ar c’harterioù
Dibabet ez eus bet spesadoù bihan etre 5 ha 10 metr o ment.