Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Dizoleiñ Gwened > Mor/Natur > Kêr c’hlas ha bleuñvek > Priz meur broadel ar bleuñviñ

Priz meur broadel ar bleuñviñ

E 2005, evit an deirvet gwezh diouzh renk he deus bet kêr Wened ur priz gant juri broadel Kêrioù ha Kêriadennoù Bleuñvek. Al label « Priz Meur Broadel ar Bleuñviñ » zo bet roet dezhi da lakaat àr wel « striv bras » ar gumun evit gwellaat kalite bevañ Gwenediz.


grand prix fleurissement
Evit an deirvet gwech diouzh renk he deus tapet Kêr Wened label Priz Meur broadel ar bleuñviñ e 2005. Bep tri blez e vez roet ar priz-se gant ur strollad-barn broadel.
N’eus nemet ar c’humnioù gant ul label 4 bleuñvenn, d.l.e. 12000 kumun diàr 36000 e Frañs, zo aotreet da gemer perzh er genstrivadeg.


Izili ar juri
E 2005 e oa 4 den er strollad-barn : 2 a Vinistrerezh an touristerezh ha 2 rener servijoù takadoù glas a strollegezhioù arall.
Bep blez e cheñch ar varnerion hag a oa bet e Gwened e miz Eost.

An dezverkoù priziañjardin des remparts
Evel-mañ eo bet lakaet an notenn :

§         - 50% : glad ar glasvez e kêr (liorzhoù-kêr, skwarioù, gwez, bodadoù gwez bihan, leton, bleuñv…)

§         - 25% : an oberoù a-fet endro beviñ ha diorren padus (naeted, oberoù evit an adaoziñ, meriñ an dour, bruderezh, kalite dafar kêr, ar savadurioù…)

§         - 12,5% : divizoù kêr (darempredoù ar juri gant dilennidi ar vro, sevel an teuliad, eskemmoù gant ar strollad-barn…)

§         - 12,5% : an abadennoù da dalvoudekaat an touristerezh (staliañ Ti an natur…)

§          

E-pad an tri blez diwezhañ-mañ ez eus bet strivet gant servijoù takadoù glas Kêr Wened àr an traoù-mañ dreist-holl :
- kempenn takadoù glas karterioù nevez ar reter (Tohanig ha Beaupré Lalande)
- ar program « 1000 gwezenn », plantet etre 2004 ha 2007
- staliiñ un doare meriñ disheñvel hervez an takadoù glas zo
- krouiñ ouzhpenn 7 km a roudennoù evit ar marc’hoù-houarn, ar pezh a ra 21 c’hm en holl

 

Gwenediz o kregiñ e-barzh
Bep blez e sikour Gwenediz da vleuñviñ kêr en ur gemer perzh e kenstrivadeg kumun an Tiez bleuñvek.
E 2006 e oa bet 91 Gwenedad o lakaat o anv er genstrivadeg. Bleu
ñvet e oa bet o annez gante : adal an ti gant ul liorzh a weler ag ar straed pe an domani foran, betek ar c’hinklañ talbennoù ha pondalezioù gant bleuñv, an dachenn liorzhet dirak an ti, peotramant c’hoazh kinklerezh gant bleuñv ag un hollad savadurioù stroll, otelioù, pretioù, tavarnioù, stalioù…

grand prix fleurissementTraoù all zo bet, evel div liorzh familh krouet àr lec’hiennoù Bernuz ha Kamskel evit brasañ plijadur o implijerion. An tachennoù liorzhet-se a ro tro da gement hini a fell dezhañ da c’hounit legumaj ha bleuñv ha da gempenn hollad an tachennoù.

Ur c’hant tachenn bennak a zo, 130m² a c’horread gant pep hini anezhe. Pep liorzhour a c’hall leuskel e ostilhoù en ur stal graet evit se. Meur a lec’h zo da dapout dour àr bep lec’hienn ha bailhoù da viret an dour glav a aesa an dourañ plant.
Lec’hioù diskuizh, emgav, eskemm ha mignoniezh eo al liorzhoù-se.