Gwened, “kêr liorzh” brav eston, he deus degemeret “Priz Meur Broadel ar Bleuñviñ’ e 2002 ha 2005. Abaoe 1995 he deus tapet ivez label “Kêr vleuñvek 4 bleuñvenn”.
Bep blez e vez pedet Gwenediz da vleuñviñ o c’hêr en ur gemer perzh e kenstrivadeg kumun an Tier bleuñvek.
E-pad ar blez e savo da 5000 an niver a wez zo bet plantet a-steudadoù er gumun. "Ar program 1 000 gwezenn" a oa bet roet lañs dezhañ e 2005.
Priz meur broadel ar bleuñviñ
E 2005, evit an deirvet gwezh diouzh renk he deus bet kêr Wened ur priz gant juri broadel Kêrioù ha Kêriadennoù Bleuñvek. Al label « Priz Meur Broadel ar Bleuñviñ » zo bet roet dezhi da lakaat àr wel « striv bras » ar gumun evit gwellaat kalite bevañ Gwenediz.