Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Dizoleiñ Gwened > Mor/Natur > Ar porzh > Tres nevez ar porzh

Tres nevez ar porzh

E miz Genver 2007 he deus kroget Kêr Wened gant lodenn gentañ al labourioù da adkempenn hag adframmiñ takad ar porzh.  Un tres nevez a ginnigo ribloù ar porzh adal miz Genver 2008, kaeroc’h hag aesoc’h e implij àr-un-dro : ur gwir takad glas mat evit ar pourmenadennoù.


Takad nevez ar porzh a responto da c’hoantoù an holl : annezidi ar ribloù, tud en o c’harr pe àr o bag pe gweladennerion, kement-se oc’h ober brav da c’hlad ha tisavouriezh al lec’hioù tost.

A bep seurt traoù a vo savet e-pad lodenn gentañ al labourioù da adkempenn al lec’h :

    - Ur c’habitendi nevez
    -
Ur parklec’h edan douar  edan ar Rabin
    -
Div stalig  àr ar Rabin
Adtretiñ an div riblenn  zo d’ar porzh a zegaso daou reper leun a c’hlasvez evit an dud àr-droad.
A-hend-arall, ar
 monedoù d’ar porzh hag ar parkiñ  zo bet aozet en doare ma ne vo ket direnket Gwenediz en o buhez pemdez gant al labourioù. 

SEVEL UR C’HABITENDI NEVEZ
Da gentañ eo bet dilojet gopridi ar c’habitendi kozh e miz an Azvent 2006 e-barzh savadurioù da c’hortoz, un tamm pelloc’h àr ar ribl dehou.

Da c’houde eo bet diskaret ar c’habitendi kozh e deroù miz Genver pa oa àr tachenn chanter labourioù  ar parklec’h danzouar a vo savet.

Àr ar ribl all, tost da gal an DDE, e vo savet ar c’habitendi nevez. Empenneet eo bet gant skipailh Zublena-Cabanes-Peiffer. Daou live a vo d’ar savadur. An adraoñ (400m²) ne zegemero nemet ar servijoù (degemer, burev, burevioù kevredigezhioù, privezioù, salioù teknikel...) hag en estaj e vo ul lodenn genwerzhel (250m²) a zegemero un davarn-preti. Al lodenn-mañ a vo ul leurenn vras (150 m²) dirakti, savet en diaraog a-dreist dor bennañ ar savadur.

Labourioù ar savadur a zle bout rentet e fin 2007. Dalc’het e vo da labourat en nevezamzer 2008 gant kempenn endro glasvezek ar savadur publik nevez-mañ. Pa vo peurachu e vo liammet daou ribl ar porzh gant un dreuzell a-live gant ar c’habitendi nevez. Da c’hortoz ma vo prest e raio ar vageerion gant an treuzelloù zo bremañ.  

Koust al labourioù
kabitendi: 1,8M€ PTB
kempenn tro-ha-tro : 500 000 € PTB

UR PARKLEC’H EDAN DOUAR GANT 400 PLAS EDAN AR RABIN
E deroù miz Genver eo bet boulc’het ar chanter àr ar porzh.  Krog eo al labourioù toulliñ ha padout a raint e-pad tri pe bevar miz e-pad ma vo skarzhet an atredoù dre greisteiz kêr (trema An Alre). En tu-mañ d’ar porzh, kement hag àr ar ribl kleiz ne vo mekanik chanter ebet o tirenkiñ mont-dont ar c’hirri e-kreiz kêr.

Àr tri live e vo savet ar parklec’h danzouar da zont, àr ar ribl dehou. Kaset e vo an traoù gant ar strollad Epolia edan dileuriadur ar servij publik. Degemer a ray 397 plas. Hañval a-walc’h e vo ar c’hrouiñ hag ar c’hempenn diabarzh ouzh re parklec’h edan douar plasenn ar Republik.

A-veskell e vo treset ar plasoù parkiñ (hirder : 5m, ledander : 2.40 m) ha ne vo post ebet a c’hallfe lakaat diaes fiñvadennoù ar vleinerion. Ec’hon, degemerus (livioù ha muzik diskuizhus), sklêrijennet-mat (an dorioù ha pignerezed a laosko ar gouloù da dremen) hag asur àr-un-dro (sistem video-evezhiiñ) e vo ar parklec’h. Mont a ray ar c’hirri e-barzh hag er-maez (uhelder brasañ aotreet : 1.90m) dre ur grapenn liammet gant kroashent-tro nevez traoñ ar straed Thiers.

1.20 € e kousto pep euriad parkiñ (0.60 € adal ar pempvet euriad).

Formulennoù koumanantoù a vo kinniget. E fin miz Genver 2008 d’an diwezhatañ e tlefe labourioù ar parklec’h bout echuet.

Koust al labour : 10,5 M€.
Ar c’horvoer a bosto an arc’hant (an embregerezh Omnipark, eilstal da Epolia). Kêr Wened a gemero perzh en ur lakaat 3,15M€. Fiziet e vo ar parklec’h er gumun edan framm un dileuriadur a bado 30 vlez.

UR PRANTAD KENTAÑ DA GEMPENN AN TAKADOÙ FORAN
Diouzh divizoù ar raktres Zublena, pa vo peurachu al labourioù e teuio daou ribl ar rakporzh da vout
daou reper-kêr brav ken-ken é kinnig tachennoù ledan da bourmen a-hed an dour. Ne vo ket kirri en takad-mañ leun a c’hlasvez hag un tamm mat kalz bourrusoc’h.

Goude ar braslabourioù toulliñ hag ur wezh savet ar parklec’h danzouar e vo plantet e miz Gouel-Mikael spesadoù nevez a-hed ar Rabin :

    - Ribl kleiz : evit dek gwezenn diskaret e vo adplantet un ugent bennak
    - Ribl dehou : evit pemzek gwezenn diskaret e vo adplantet un daou-ugent bennak.

Bandennadoù geot ledan a vo ouzhpennet hag alezioù-kerzhet graet gant pavezioù greunit, àr ar ribl kleiz.

Àr ar ribl dehou, ar reper a-hed ar borzhlenn a vo goloet àr 300m  (etre mont tre ar parklec’h hag ar stalig « touristerezh » da zont) gant ur gwiskad koad 8 metr e ledander.

A-hed ar rabin, àr tu ar c’hae, e vo murioù maen-raz (goloet a goad) a roy tro d’an dud da azeziñ e-tal al lenn-borzh.

DIV STALIG ÀR AR RIBL DEHOU
Savet e vo div stalig àr hent-bale ar Rabin da zont, àr ar ribl dehou. Ur gorread leur a 350 m² a vo da bep hini hag hañval e vo o framm. E miz Gwengolo e krogo al labourioù da sevel ar stalig kentañ a-dreist penn kreisteiz ar parklec’h danzouar. E fin ar bloaz e tlefe bout prest. Ar stalig “sevenadur hag abadennoù”-mañ a ginnigo e-mesk servijoù arall ur greizenn gelaouiñ, ur bilhederezh evit an abadennoù ha diskouezadegoù hag ur sal diskouezadegoù. Ar stalig all (lec’hiet goude an hini gentañ) a vo savet dirak ar chabitendi, àr ar ribl kleiz. Servijout a ray da Di an Douristed hag e vo enni, e-mesk traoù arall, un hall 120 m² kempennet da zegemer an dud.
   

PARKIÑ HA MONT-DONT

Parkiñ

574 plas da barkiñ digoust a zo kinniget àr takad ar porzh betek ma vo achu al labourioù.
    - 180 plas, àr ar ribl dehou, e penn ar Rabin
    (da c’hortoz fin al labourioù hag e-pad daou vlez adal fin ar program e vo digoust parkiñ eno).
    - 110 plas, àr ar ribl kleiz, àr ar reper zo a-dreñv savadurioù an DDE.
    - 69 flas a chomo, àr ar ribl kleiz, a-hed straed ar C’hoñvers ha straed Ferdinand Le Dressay (plasoù da baeañ lakaet digoust e-pad al labourioù).
   
- 215 plas, àr ar ribl kleiz, àr parklec’h ar Gapusined, straed Jaurès.

Ar c’hirri é vont d’ar Rabin àr ar ribl dehou
E-pad labourioù ar parklec’h danzouar, evit ma c’hellfe ar c’hirri-samm mont e-maez ar chanter hag ar c’hirri skañv mont da barkiñ digoust àr ar Rabin ez eus bet staliet ur c’hroashent-tro da c’hortoz, e-kichen ar blasenn Théodore Decker...
   
An dud àr droad é vont d’ar Rabin àr ar ribl dehou
E-pad labourioù ar parklec’h danzouar, evit diraeziñ ar blasenn Gambetta ag ar Rabin e c’hell an dud àr droad mont gant ar c’hae, evel boaz. Mat eo menegiñ ez eus un hent 3 metr ledander etre ar lenn-borzh ha garidoù ar chanter. A-walc’h d’an dud àr droad da vale àr an daou du e surentez.
   
Mont d’ar skol sonerezh
Evit ma vo aes ha sur mont d’ar skol sonerezh ez eus bet lakaet un arsav berr dirak ar savadur. 

 


Da lenn
Da bellgargiñ