Porzh Gwened n’eo ket ur porzh a uhelvor lec’hiet m’emañ e goueled ar pleg-mor àr-hed 25 km ag ar mor-bras. Unan a borzhioù-bageal oberiantañ arvor Kreisteiz Breizh eo koulskoude. Forzh bageerion a bep seurt broioù a za bemdez d’ar borzhlenn gloz evit merdeiñ àr ar Mor-Bihan. Gwarezet eo porzh Gwened diouzh an houlenn-vor hag an amzer rust. Ur gwasked ag ar choaz eo ouzhpenn bout dezhañ un tu mat a bouez bras : emañ e-kreizig-kreiz kêr, tostik-tost d’ar gêr gloz. Ar pep gwellañ evit ar vageerion a c’hell dre se touristañ àr vor koulz hag e kêr hep diaezamant ebet.
Tres nevez ar porzh
E miz Genver 2007 he deus kroget Kêr Wened gant lodenn gentañ al labourioù da adkempenn hag adframmiñ takad ar porzh.Un tres nevez a ginnigo ribloù ar porzh adal miz Genver 2008, kaeroc’h hag aesoc’h e implij àr-un-dro : ur gwir takad glas mat evit ar pourmenadennoù.