Skol Vroadel Uhel Ijinourion Kreisteiz Breizh (SVUIKB, ENSIBS) a zigoro he dorioù e miz Gwengolo 2007 àr kampus Tohanig.
Dibab stlennegezh e Gwened
Ur skol ijinourien a vo gant Skol-veur Kreisteiz Breizh d’an distro-skol 2007. E Gwened e vo stummet studierien àr ar stlennegezh, en Oriant àr an ijinerezh greantel hag ar mekatronegezh. Diwezhatoc’h e vo degemeret 672 studier gant SVUIKB.
Skol-veur Kreisteiz Breizh he deus dibabet stummadurioù micherelaat, gant e-leizh a aotreegezhioù ha masteroù micher. gant krouidigezh SVUIKB e vo kreñvaet c’hoazh ar politikerezh-se.
56 ijinour bep bloaz
E Gwened e vo ar studierion ijnourion é heuliiñ o c’hentelioù àr kampus Tohanig hag o stummadur a vo harpet gant chemet Valoria, ul labourva enklask e stlennegezh. Dont a raint da vout ijinourion studi ha diorren meziantoù, ijinourion enframmerion reizhiadoù, pennoù raktresoù stlennegel, ijinourion perzhded-hentenn.
En dibenn e vo 56 studier é tont er-maez ag ar pol stlennegezh bep blez gant un diplom. Ha kement-se goude ur stummadur tri blez, gant e-leizh a stajoù pleustrek : eizh miz en holl, ha daou viz ouzhpenn en ur vro arallyezh e dibenn er blezad kentañ.
Penaos dont e-barzh ar skol ?
Ret e vo d’an danvez-studierien endevout ul live bachelouriezh + 2, d’an nebeutañ. Ur rakdibab a vo graet diàr o zeuliad ha diàr ur pennad-kaoz gete, evit an dud zo gete un DSAD pe evit ar re o deus bet eil blezad an aotreegezh (L2).
An teuliadoù zo da c’houlenn a-c’houde miz C’hwevrer, hag an danvez-studierien a vo miret a vo pedet d’un emwel e miz Mezheven.
Evit skolidi ar c’hlasoù prientiñ d’ar skolioù uhel e vo graet an dibab gant ar genstrivadeg. Digor eo an enskrivadurioù a-c’houde miz Genver.
A-hend-arall emañ SKB é lakaat àr-sav ur c’helc’hiad prientiñ da vont da SVUIKB. Dre heuliiñ ar c’helc’hiad prientiñ-se e c’hellor mont àr-eeun da vlezad kentañ ar skol ijinourion, adal ma vo bet talvoudekaet an eil blezad (L2). Rakdibab diàr teuliad ha pennad-kaoz. Lakaat e anv e deroù miz Mae. Emwelioù e mizioù Mae ha Mezheven.