Kreizenn Gwened Skol-Veur Kreisteiz Breizh zo enni teir rann staliet e kreiz kêr, e Tohanig hag e Kergadoù.
Kampus kreiz kêr
Eno emañ kevrenn ar Gwir, ar Skiantoù Armerzhel hag ar Mererezh. Bout e oa 1 520 studier e 2006 ha staliet emañ e kreiz kêr, 1 straed al Lezenn. La faculté comporte un département Droit et un département Economie-Gestion et AES structuré en quatre secteurs : Economie-Gestion-AES, Gestion des Ressources humaines, Comptabilité-Finance, Commerce et Vente.
Kampus Tohanig
Eno emañ kevrenn ar skiantoù ha skiantoù an ijinourien. Ouzhpenn ar pemp aotreegezh rannet etre an Oriant ha Gwened, stummadurioù micherelaat a vez roet pergen àr kampus Tohanig : un aotreegezh vicherel hag ur master meneg stlennegezh ha matematik.
Mod-arall, Skol Vroadel Uhel Ijinourion Kreisteiz Breizh (ENSIBS) a zigoro he dorioù e miz Gwengolo 2007.
Kampus Kergadoù Ensavadur Skol-Veur a Deknologiezh Kergadoù a ginnig stummadurioù micherelaat da live bachelouriezh + 2 (pevar DSAD : mererezh an embregerezhioù hag ar melestradurezhioù, stlennegezh, stadegouriezh ha treterezh ar roadennoù dre stlennegezh, teknikoù kenwerzhiñ) ha da live bachelouriezh + 3 (seizh aotreegezh vicherel : kenwerzh ha dasparzh, kenwerzh elektronek, reizhiad stlennañ, stadegoù ha stlennegezh evit ar yec’hed...) ha daou stummadur dre an deskardelezh.