Ul ledennad dour mor 12 000 hektar, e kreisteiz Breizh, gwaskedet diouzh an holennoùd : ur gwir morig diabarzh eo Mor Bihan Gwened, ennañ, hervez ar vojenn, betek 365 a inizi. Ul lec’h hud eo, ma kemmesk ar mor, an douar hag an ebr da vont d’ober dremmvroioù kemm-digemm ha dibar.
Emañ porzh Gwened, e goueled ar Mor Bihan, àr-hed 25 km diouzh ar mor bras.
Aloubet e oa bet ar Mor Bihan gant dourioù ar Mor Atlantel, meur a gantvlez zo, en ur vont e naozioù ar stêrioù. Abalamour da se emañ ar mor é vont ken don en douaroù, trema Gwened hag an Alre, dre stêrioù dibar, é gronniñ torgennoù gwezharall d’ober ur gwir enezeg anezhe : an Izenac’h, Enez Arzh, e-leizh a enezennoù hag a enezennoùigoù arall, kerreg pe inizi gant gwez, àrne tier pesketourien gwezhavez pe bagadoù evned.
Lañs zo gant ar bageal er Mor-Bihan. Porzhioù ha lec’hioù eoriañ zo bet krouet e Gwened, Koulev, Arradon, Sine, an Arvor-Baden, Enez Arzh, an Izenac’h. Reolennoù nevez zo bremañ evit ar bageal hag ar pesketa.
A-greiz Bro Gwened e c’haller mont da verdeiñ da veur a lec’h...
Mor-Bihan Gwened ha tro-ha-tro zo ur baradoz evit an evned tremeniat ha mont a ra d’ober ul lenn vras mat d’an istr (kavell an istr plat eo ar Mor-Bihan, hag ul lec’h anavet eo ivez evit desevel an istr don).