Anavet ha brudet eo Gwened, porzh bras ar Mor Bihan, evel ul lec’h touristañ. Disklêriet eo bet an dra-se, ent ofisiel, e miz Mezheven 2006 pa oa bet roet dezhi al label “Kêr vakañsiñ àr an aod”.
Pouezus-bras eo ar renkadur-se, evit skeudenn Gwened : degas a ra talvoudegezh ouzhpenn d’ur gêr zo anavet-mat dija e Frañs evit he begon a-fed armerzh hag evithec’h endro beviñ plijus.
E 1996-1997 e oa bet graet ar goulenn lakaat kêr Wened evel “Kêr vakañsiñ àr an aod”. Hep emell personel François Goulard eus an afer e-touez ar pennoù bras (ret e vez kaout, e-touez meur a dra, ali ar C’hentañ ministr ha meur a vinistr arall), ne vefe ket bet disoc’het gant an afer-se ken buan all.
Bout lakaet da “Gêr vakañsiñ àr an aod” a dalvez emañ Gwened diouzh ar rediennoù zo a-fet letierezh ha servijoù touristel arall, a-fet politikerezh an endro (yac’husaat, tretiñ al lastez…), kalite an dourioù kouronkat, kalite an endro beviñ en natur hag e kêr, a-fet kinnig dudi, pinvidigezh ar glad, h.a.
Kresket e vo gallout pennlec’h ar Mor-Bihan da zedenniñ an douristed, ha da-heul e c’hallfe ur c’hazino en em staliiñ e Gwened. Rak bout zo spletoù gant ar c’hêrioù touristiñ àr an aod. Aotreet e vez ar c’hazinoioù enno (edan divizoù zo). Ar gumun a zegemer unan a c’hall tenniñ gounit ag an dra-se ha sevel argant diàr gounidoù ar c’hoarioù.