Garedonet eo bet Gwened meur a wezh gant labeloù niverus. Lakaat a reont àr wel oberoù dishañval Kêr àr tachennoù a bep seurt evel an teknologiezhioù nevez, ar bleuñv, an touristerezh hag ar bageerezh, pe c’hoazh evit gwellaat an dour da gouronkañ.
Kêr Internet @@@@
E miz an Azvent 2006 e oa bet roet da gêr Wened al label 4@ evit ar begon zo geti àr dachenn an teknologiezhioù nevez evit kehentiñ ha kelaouiñ.
Anavet ha brudet eo Gwened, porzh bras ar Mor Bihan, evel ul lec’h touristañ. Disklêriet eo bet an dra-se, ent ofisiel, e miz Mezheven 2006 pa oa bet roet dezhi al label “Kêr vakañsiñ àr an aod”.