Get ar c’harr, an tren, ar c’harr-nij pe ar vag, doareoù diseurt zo da zont da Wened.
Get an hent
Korn-bro Gwened zo bet postet kalz argant ennañ ha gant se ez eus hentoù mat-kenañ, div wezh daou forzh, a gas da benngêrioù ar rannvro ha da Bariz. Gant ur rouedad vat a hentoù-tizh ha gourhentoù e c’heller diraeziñ kêrioù pennañ ar c’hornôg : emañ Gwened àr-hed un euriad hent a Roazhon, Naoned ha Kemper hag àr-hed div euriad a Vrest.
Mont a Wened da Bariz a c’heller, dre an hent-tizh hag ar gourhent, e-korf peder euriad.
Get an tren
Get an TTB emañ Gwened àr-hed teir euriad d’ar muiañ a Bariz, gant meur a dren bemdez. Pa vo bet staliet an tamm linenn TTB etre ar Mañs ha Roazhon ne bado ar veaj-se namet 2h20 mn.
Get ar c’harr-nij
Emañ Gwened àr-hed un euriad ag aerborzh etrebroadel Naoned Atlantel hag ag aerborzh Roazhon, dre hentoù-tizh.
Emañ Gwened ivez àr-hed un euriad hanter a Bariz, gant beajoù peder gwezh bemdez adal aerborzh an Oriant.
Emañ aerborzh Gwened-Meukon àr-hed 10 mn a greiz kêr.