Tamolodet eo Gwened e goueled ar Mor Bihan, ha lec’hiet brav en ur c’hroashent dibar. Ar-hed un euriad gourhent a Roazhon ha Naoned emañ kêr gozh ar Weneted, hag a-barzh nemeur àr-hed div euriad a Pariz, gant an TTB. Un aerborzh aferioù zo ivez àr-hed pemp munut a greiz kêr.
Gwened, sez ar prefeti ha penn-lec’h departamant ar Mor-Bihan, zo àr-hed 1 euriad hent a Roazhon, Naoned, Kemper, Sant-Brieg ; àr-hed 4 euriad a Bariz gant ar gourhent, 3 euriad gant an TTB, 1 euriad gant ar c’harr-nij ; àr-hed 1 euriad ag aerborzh etrebroadel Naoned gant an hent-tizh hag àr-hed 30 munut a hini an Oriant. En ur c’hroashent dibar emañ Gwened, e kreisteiz Breizh, ha tost d’ar Mor Bihan, a zesach kement a douristed d’ar vro.
Heoliet-puilh e vez Gwened (un heoliadur +2000h/bloaz) ha klouar-eston e vez an hin àr aodoù ar Mor Bihan. Mor Bihan Gwened, ur vorlenn a vije enni, hervez ar vojenn, kement a inizi ha ma vez a zevezhioù en ur blezad, zo bremañ e "Klub baeoù kaerañ ar bed".... gant e weledvaoù kemm-digemm dibar ec’h eo ul lec’h hud ha hoalus.
Lec’h annez duged Breizh eo bet Gwened. Etre div c’hourenez emañ porzh ar Mor Bihan : gourenez Rewiz (get porzh ar C’hroesti) ha gourenez Kiberen (get Karnag, an Drinded, an Alre ha Santez-Anna-Wened)