Lec’h annez muiañ-karet duged Breizh e oa Gwened e dibenn ar Grennamzer, ha dont a reas da vout prefeti departamant ar Mor-Bihan e 1791.
Ur greizenn relijiel a bouez
E-kreiz ar gêr gloz emañ an iliz-veur Sant-Pêr, adsavet adal an XIvet kantved, a-dreist an tier arall. Eskob kentañ Gwened, sant Padern, en deus roet e anv d’un iliz kozh arall e kêr. Er Grennamzer e oa ag an iliz Sant-Padern un ehan àr hent pirc’hirinderion Tro Breizh. E 1418-1419 e taas an dominigad spagnol Visant Ferrer da Wened, e-lec’h ma varvas. Un devosion vras a oa evitañ. Sant paeron ar gêr eo. Àr-lerc’h an Enep-Disivoud e taas e-leizh a gouentoù en-dro d’ar gêr : Karmez, Ursulinadezed, Kapusined zo lec’hiet e karter ar porzh ; ar Jezuisted hag an Dominigiz zo diazezet en hanternoz hag e reter ar gêr.
Gwened, fleurenn dugelezh Breizh
A-c’houde ar brezel hêrezh a ra e reuz e Breizh en eil hanterenn ar 14vet kantved, duged familh Moñforzh a zibab Gwened d’ober o annez. Er 15vet kantved e oa eno Kambr ar C’hontoù, hag ar Stadoù en em vode alies e Gwened ivez. E 1485 e voe krouet parlamant kentañ Breizh gant an dug Frañsez II. En em vodañ a rae e Kastell-Gailhard.
Breizh staget ouzh Bro-C’hall
E 1488 e voe trec’het arme an dug Frañsez II gant soudarded Bro-C’hall, e Sant-Albin-an-Hiliber, tost da Roazhon. Dimeziñ a reas e verc’h, an dugez Anna, gant roueed Bro-C’hall Charlez VIII ha Loeiz XII, a glaskas lakaat un termen da frankiz Breizh. Mes e Gwened, e miz Eost 1532, ar roue Frañsez Iañ em gavas gant Stadoù Breizh, a c’houlennas e vize staget da viken Breizh ouzh Bro-C’hall. Kement-se a voe kadarnet, un nebeud mizioù àr-lerc’h e kastell Plessis-Macé en Anjou.
Ur porzh bras ha kêr-benn ar maezoù
Adal an Henamzer, kêr Wened a denn he mad diouzh pinvidigezh labour-douar ar c’heinvro ha dont a ra da vout ur greizenn genwerzh gwall oberiant. Àr-dro dibenn ar Grennamzer ha gant kresk ar c’henwerzh dre vor, e ta Gwened da vout ul lec’h-dastum gwin a bouez.
En XVIIIvet kantved ez eus aozet un nebeud merdeadennoù pell, diouzh porzh Gwened, mes ar riblerezh-aodoù eo micher pennañ martoloded ar vro betek an XIXvet kantved. Pan arru an hent-houarn, e 1862, ha pa cheñch ar modoù treuzdougen, ec’h a ar c’henwerzh dre vor d’an traoñ.
N’eus ket kalz a labouradegoù é em staliiñ e Gwened en XIXvet kantved. Ar chanterioù sevel-bagoù hag ar c’hovuerezhioù (kivijerezhioù) zo aspadennoù ag ar Renad Kozh. Serriñ a ra ar govuerezh diwezhañ e 1939. Er blezadoù 1960, gant Michelin é tont da Wened ha gant kresk ar gounezvouederezh, eo adlañset ar greanterezh er c’horn-bro.
Ur c’halvedigezh velestradurel ha touristel
Gwened a chom kreizenn velestradurel departamant ar Mor-Bihan. Abaoe un nebeud blezadoù ez eus digreizennet e Gwened meur a gevrenn skol-veur. Mes kreskiñ a ra an touristerezh hag ar sevenadur muioc’h-mui. E penn kentañ an XXvet kantved dija e veze kinniget d’an douristed mont da bourmen àr ar Mor-Bihan gant bagoù-dre-dan é vont kuit a Wened, hag ober o diskenn àr an inizi. Diwezhatoc’h, goude an eil brezel bed, e oa bet komprenet gant maer Gwened, Francis Decker, e oa posupl tenniñ splet ag ar glad evit diorren kêr en amzer da zont, ha kempennet e oa bet al liorzhoù e-tal ar ramparzhioù.