Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Dizoleiñ Gwened > Istor ha glad > Gwened a-hed an istor > Emdroadur kêr

Emdroadur kêr

Krouet e oa bet Gwened ouzhpenn 2000 blez zo e goueled ar Mor-Bihan. Kreskiñ a reas a-ziàr ar porzh, kalz a zifrae ennañ betek an XIXvet kantved.


Ar gêr gozh

Darioritum eo an anv kentañ

Ar gêr galian-ha-roman, krouet e dibenn ar Ikantved e-raok JK, em astenn àr dorgenn Boismoreau, a-dreist un aber. Darioritum zo savet en-dro d’ur forum bras, kreizenn velestradurel ha politikel bro ar Weneted. En diaz ag ar gêr ez eus ur porzh, a vroud ar c’henwerzh. E dibenn an IIIe kantved e oa bet savet ur castrum (lec’h magoeriet) àr an dorgenn anvet "ar Menez".

 
… ha Venetis an eil, e dibenn ar Vvet kantved.

Dont a ra an anv-se ag hini ar Weneted, Galianed trec’het gant Kaezar er blez 56 e-raok JK. Adimplijet e oa bet da vare diskar an impalaeriezh romanm. Mont a reas da vout skrivet Vennes e galleg, ha Gwened e brezhoneg.

 
Er Grennamzer

Adal ar Vvet kantved e oa bet un eskopti e Gwened. Kreskiñ a reas kêr en-dro da zaou lec’h : ar castrum (hag an iliz-veur) àr ar Menez, ha torgenn Boismoreau, ma oa ar gêr galian-ha-roman da gentañ. Mes dilezet e oa bet Boismoreau er Grennamzer uhelañ, evit mad ar castrum, diazez kêr ar Grennamzer.

 

En XIIvet ha XIIIvet kantved e oa bet nevesaet kêr, gant digoradur chanterioù bras : adsevel an iliz-veur, sevel ar c’hoc’hu, kempenn ar ramparzhioù… Ar rouedad hentoù a oa frammet-mat en-dro d’ar savadurioù bras-se.

 

E dibenn ar Grennamzer e ta Gwened da vout unan a gêrioù pennañ Breizh. Gant an dug Yann IV (1365-1399) e oa bet divizet lakaat sevel kastell an Erminig hag astenn ar magoerioù pelloc’h. Tremen a reas tachenn kêr a bemp da zek hektar. Em astenn a reas kêr trema ar porzh a oa birvilh àrnañ.

 
Ar gêr nevez

Er XVIIvet kantved e oa bet meur a gouent é em staliiñ tro-ha-tro kêr. Etre 1675 ha 1689, àr-lerc’h ma oa bet harluet Breujoù Breizh a Roazhon da Wened, e oa bet roet lañs da savadurioù nevez, evel e kreisteiz ar gêr gloz. gant ur reizhiad kas dour ha rabinoù plantet a wez e oa bet kaeraet kêr ivez.

En XVIIIvet kantved e oa prederiet an dud gant lec’hidadur ar porzh. Ret e oa bet sevel ur skluz skarzh ha kempenn kaeoù nevez. E-raok an Dispac’h e oa bet kroget da doulliñ torgenn Kerinoù, a-benn eeunaat naoz stêr Gwened, met ne oa bet echuet nemet er c’hantved àr-lerc’h.

 
Kêr en XIXvet hag XXvet kantved

E-pad an eil hanterenn ag an XIXvet kantved e oa bet savet tier er fabourzioù abalamour da zaou dra a zegasas buhez e kêr : an hent-houarn a oa erruet e 1862 ha, goude 1870, e oa daet daou rejimant kanolierezh d’em staliiñ e Gwened. Labouradegoù bihan ha strolladoù tier a oa bet savet e-tal an ti-gar, hag e karterioù ar c’hornôg a zaas da vout karterioù annez. Hentoù nevez zo kempennet, d’ober an dro d’ar magoerioù kozh, chomet mat en o sav. Lod kaer a strivoù zo graet evit sevel savadurioù foran evel ar prefeti hag an ti-kêr.

 

Ar-lerc’h an eil brezel bed e oa kresket kalz kêr. Er blezadoù 1960-70 e oa bet savet Takadoù da Gêriekaaat da Gentañ e Kergadoù hag er Menemeur, ha kempennet e oa hent-tro an hanternoz. Evel-se e oa bet cheñchet kalz tachenn ar gêr, a ya bremañ dreist harzoù ar gumun. Mes he c’hreiz-kêr kozh zo bet miret mat gant Gwened, gant ar steuñv saveteiñ ha talvoudekaat a oa bet degemeret e 1982.