Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Dizoleiñ Gwened > Istor ha glad > Gwened a-hed an istor

Gwened a-hed an istor

maisons à colombagesGwened, e goueled un aber, a oa bet krouet an diazezoù anezhi gant ar Romaned ha daet e oa da vout ur gêr magoeriet er Grennamzer. E dibenn ar XIVvet kantved e taas kêr da vout unan ag an annezioù a blije da zuged Breizh. Astennet e oa bet ar magoerioù trema ar porzh, ha kresket ag an hanter gorread ar gêr gloz.

E-barzh ar magoerioù ez eus e-leizh a dier o frammoù koad a-hed ar straedoù strizh zo en-dro d’an iliz-veur, adsavet adal ar XVvet kantved. En amzervezh klasel e oa bet ur "gêr mein" ouzhpenn ar "gêr koad". E barr e vrud e oa ar c’henwerzh àr vor ; kempennet e oa bet kaeoù nevez àr ar porzh.

Mes d’an traoñ ez as ar bageerezh en XIXvet kantved. Adal ar blezioù 1860/1870 e oa bet graet savadurioù nevez evit prefeti ar Mor-Bihan hag un tamm bevder a zas en-dro gant an hent-houarn ha gant daou rejimant é em staliiñ e kêr.


Emdroadur kêr
Emdroadur kêr

Krouet e oa bet Gwened ouzhpenn 2000 blez zo e goueled ar Mor-Bihan. Kreskiñ a reas a-ziàr ar porzh, kalz a zifrae ennañ betek an XIXvet kantved.


Lenn àr-lerc’h


Gwened a-hed ar c’hantvedoù
Gwened a-hed ar c’hantvedoù

Lec’h annez muiañ-karet duged Breizh e oa Gwened e dibenn ar Grennamzer, ha dont a reas da vout prefeti departamant ar Mor-Bihan e 1791.


Lenn àr-lerc’h


Niverenn ar bajenn : 1 |