Ur programm labour evit talvoudekaat ar glad ha kizidikaat an dud a bep seurt.
Kizidikaat an annezidi ouzh o endro beviñ ha broudiñ un touristerezh a-zoare
An annezidi eo kannaded kentañ ar gêr pe ar vro ; gweladennoù ha prezegennoù àr pep a zanvez zo ur roll anezhe evite, hervez ar glad, ar gêraozouriezh, ar savouriezh, o dibarded hag o nevezenti.
Kizidikaat ar re yaouank ouzh ar savouriezh, ar glad hag ar gêraozouriezh
Servijoù kelenn ar savouriezh hag ar glad zo e renk kentañ ar c’henemglev. Kenurzhiet int gant animatour ar glad ha mont a reont en-dro a-hed ar blez en ul lec’h a-ratozh. Atalieroù a zegemer skolidi ag ar skol-vamm d’ar c’hlas termen, e-pad an amzer skol hag e-maez an amzer skol (vakañsoù, hañvezh ar re 6-12 vlez...).
Kinnig ar gêr pe ar vro
Ouzhpenn lakaat àr-sav gweladennoù-dizoloiñ e vez erbedet gant ar c’henemglev krouiñ ur greizenn displegiñ ar savouriezh hag ar glad (KDSG, CIAP), evit kinnig ha kelenn istor hag emdroadur kêr, hag ivez ar raktresoù zo bremañ da aoziñ kêr.
Broudiñ a ra ivez da sevel teulioù kelaouiñ ha brudiñ hervez ar garta c’hrafek zo merk ar rouedad hed-ha-hed ar vro.