Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Dizoleiñ Gwened > Istor ha glad > Gwened, kêr arz hag istor

Gwened, kêr arz hag istor

vannes ville d'art et d'histoireAl label " Kêrioù pe Broioù arz hag istor " a vez roet gant ministrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ d’ar strollegezhioù lec’hel o deus c’hoant talvoudekaat o glad hag aesaat krouidigezh ar savouriezh. Ar ger glad a ranker kompren gant e ster ledanañ, pa’z eus anv a savadurioù kêr koulz ha glad an natur, ar greanterezh, ar mor ...

Tremen a ra ar c’hoant-se dre sevel ur c’henemglev " Kêr arz hag istor " pe " Bro arz hag istor ", savet a-gevret gant ar strollegezh. Ennañ ez eus termenet palioù resis hag un arc’hantadur. E 1990 e oa bet Kêr Wened é siniñ ur c’henemglev Kêr arz hag istor gant ministrerezh ar Sevenadur.

Servij Buheziñ glad Gwened

Gant Servij Buheziñ ar glad eo kenurzhiet labourioù Gwened Kêr Arz hag Istor. Lakaat a ra pinvidigezhioù kêr da vout anavet ha rannet gant an annezidi, ar re yaouank hag an douristed.

Kinnig a ra a-hed ar blez dizoloiñ glad Gwened dre gweladennoù, abadennoù graet evit a bep seurt tud, embannadennoù.

E kenlabour gant servij rannvroel Renabl Breizh, emañ é renabliñ glad sevenadurel Gwened.

Titouroù :

Kêr Wened – Servij Buheziñ ar Glad

Ar C’hanndioù 15, straed an Nor Bostern 56000 Gwened

Pgz : 02 97 01 64 00 – Plr : 02 97 01 64 01


Palioù ar c’henemglev
Palioù ar c’henemglev

Ur programm labour evit talvoudekaat ar glad ha kizidikaat an dud a bep seurt.


Lenn àr-lerc’h


Penaos tizhout ar palioù ?

Krouiñ ur servij buheziñ evit ar glad hag ar savouriezh


Lenn àr-lerc’h


Niverenn ar bajenn : 1 | 2 | ››