Glad Gwened zo ennañ un tri-ugent bennak a savadurioù gwarezet evel monumantoù istorel.
Ar savadurioù gwarezet evel monumantoù istorel zo savadurioù a dalvez ar boan bout miret evit an holl, e-keñver an istor pe istor an arz.
Ar monumantoù a c’hell bout rummet evel monumant istorel, gant un diviz kemeret gant ministr ar Sevenadur.
Gellout a reont ivez bout enskrivet evel monumant istorel gant un diferad kemeret gant prefed ar Rannvro pa vez gant « ar savadur talvoudegezh a-walc’h da vout gwarezet, a-fet istor pe arz, ha pa ne vehe ket abeg a-walc’h d’e rummañ diouzhtu evel monumant istorel ».
Ar rummañ a c’hell bout graet ivez evit traezoù heloc’h (gloestroù o-unan pe savadurioù dre gefridi) zo gante un dalvoudegezh istorel.
E Gwened, tri-ugent savadur - tri àrn-ugent anezhe zo perc’hennet gant ar Gêr - ha tri lec’hienn zo gwarezet evel monumantoù istorel, penn-da-benn pe darn anezhe, rummet pe enskrivet.
An Nor Brizon (XVvet kantved) eo ar monumant rummet koshañ zo e Gwened (diferad rummañ ag an 2 a viz Mae 1912). An iliz Sant-Padern (XVIIIvet kantved) eo ar savadur diwezhañ zo bet gwarezet dre un diferad enskriviñ ag ar 26 a viz Gouere 2005 (astenn ar gwarez).
Ar glad relijiel
iliz-veur Sant-Pêr, plasenn Sant-Pêr (Rum. MI : 1906)
iliz Sant-Padern, straed ar Fetan (Ensk. MI : 1946 ha 2005)
chapel Sant-Iwan, plasenn Maurice Marchais (Ensk. MI : 1929)
chapel Itron-Varia ar Roc’hig, ar Roc’hig (Ensk. MI : 1929)
ancien portail de chapel gozh Sant-Gwenn, Sant-Gwenn (Ensk. MI : 1939)
chapel an Ursulinadezed, straed Thiers (Rum. MI : 1988)
kroaz-kalvar an iliz-veur (Ensk. MI : 1929)
kalvar ar Roc’hig (Ensk. MI : 1929)
Glad an difennoù
An darn vrasañ ag ar ramparzhioù (tourioù, bastionoù ha kourtinoù) zo bet gwarezet etre 1912 (Dor Brizon) ha 1958 (bastion Gregenig, tour Sant-Frañsez hag ar c’hourtin tost).
Rummet eo bet an hollad evel monumant istorel, nemet pemp tra, zo enskrivet evel monumant istorel (kourtin ha tachad tost e-tal an nor Bostern, tour an Harod ha kourtin, bastion Gregenig, tour Sant-Frañsez ha kourtin, dor an Itron-Varia ha kourtin).
Ar glad trevourel
Savadurioù foran
Ar c’hoc’hu (dor-dal ha teir dor – Ensk. MI : 1929)
An ti-kêr (Ensk. MI : 1992)
Ar prefeti (talioù ha toennoù - Ensk. MI : 1975)
Tier o frammoù koad
Etre 1929 ha 1943, 20 a dier o frammoù koad a Wened zo bet enskrivet àr roll ouzhpenn ar monumantoù istorel. Tammoù anezhe, an taloù hag an toennoù, zo gwarezet .