Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Dizoleiñ Gwened > Istor ha glad > Dizoloiñ glad Gwened > An taread gwarezet

An taread gwarezet

Taread gwarezet Gwened, krouet e 1964 hag aprouet e 1982, zo ennañ holl ar gêr gloz hag un nebeudig tachadoù àr ar porzh hag e karter Sant-Padern, eleze àr-dro 18 hektar. Kroget he deus kêr Wened, abaoe 2006, gant un argerzh da adwelet reoladur an taread gwarezet.


Krouet eo bet an tareadoù gwarezet gant al lezenn anvet "lezenn Malraux", ag ar 4 a viz Eost 1962, evit gwareziñ kreiz ar c’hêrioù istorel ha, dre vras, ar c’hêrioù dedennus o glad.

Palioù an taread gwarezet
E kêraozouriezh, an taread gwarezet zo un hentenn evit mirout savouriezh gwezharall e stern kêr hag evit ma c’hello, àr un dro, emdreiñ e-keñver kefridioù kêr bremañ e liamm gant ar gêr a-bezh.

Ar reoladur kêraozouriehz zo en un taread gwarezet a glask, gant reolennoù hag erverkoù arbennik, lakaat pep emell nevez da vout graet en ur zoujiñ d’ar pezh zo.

Ar re a bled gant an taread gwarezet
Tisavour savadurioù Frañs en deus da warantiñ ma vo sevenet ar reoladur ha ma vo talvoudus. Gant Renerezh terkañ kêr e vez prientet ar goulennoù aotre hag an disklêriadurioù labourioù. En taread gwarezet e vez roet pe nac’het reiñ an aotre labourioù gant ar maer, goude ma vehe bet roet un ali a-du gant tisavour savadurioù Frañs.

Mar fall deoc’h ober labourioù en taread gwarezet :

- evit kempenn diavaez ur savadur e ranker ober un disklêriadur labourioù kuit a aotre sevel, hag endevout koñje d’ober. Ur goulenn aotre sevel zo ret avat evit ar savadurioù zo rummet evel Monumantoù istorel.

- evit kemm pe evit krouiñ un tal a-raok kenwerzhel e ranker ober un disklêriadur labourioù kuit a aotre sevel, hag endevout koñje d’ober. Ur goulenn aotre sevel zo ret avat evit ar savadurioù zo rummet evel Monumantoù istorel.

- evit kemm pe evit krouiñ ur barr-ti e ranker goulenn un aotre ouzh Renerezh terkañ kêr.

- evit al labourioù kempenn diabarzh e ranker goulenn un aotre ouzh Renerezh terkañ kêr.

- evit diskar ur savadur e ranker goulenn un aotre diskar. Emañ ar furmskrid da c’houlenn ouzh Renerezh terkañ kêr.

- evit sevel ur savadur e ranker goulenn un aotre sevel. Emañ ar furmskrid da c’houlenn ouzh Renerezh terkañ kêr.